br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


contrôle par blocsgwiriañ dre vloc'hoù

An trouz o tizhout un arhent war e dreled dre ur sanell dreuzkas a zevoud kammadoù, o lakaat mannoù da gemer lec'h unanoù hag a-geveskemm. Ar gudenn eo, o vezañ ma ne vez ket sanelloù antrouz, reoliñ an anadenn, eleze dinoiñ ar c'hammadoù hag o reizhañ.

Ar gwiriañ dre vloc'hoù a c'hoarvez a dreujañ e bloc'hoù ar stlenn da dreuzkas ha da ren ar gwiriañ war bep bloc'h ; kement-se dre dreuzkas war un dro gant pep bloc'h ur stlennad ouzhpenn lavaret gourleizhat.