Dictionnaire de l'informatique
affectation d'un périphérique ◊ peripheral assignment ◊ deverkañ un drobarzhell
Gwezhiañ renet gant oberataer pe gourseller reizhiad korvoiñ un urzhiataer war-benn mirout arver un drobarzhell evit un arveriad e-doug un amzer lavaret. An deverkañ a c'haller ober a-raok luskañ ar c'heweriad - tro rizhek al labour e rezh ar c'heweriañ dre lodoù -, pe d'an ampoent dik ma vez ret - tro rizhek al labour e rezh ar rannañ amzer.