br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Pulsions de vie.Lebenstriebe.life instincts.luzadoù a vuhez.

Rumm bras a luzadoù kevenebet gant Freud, en e arlakadenn diwezhañ, ouzh al luzadoù a varv. Tennañ a reont da amparañ ha da arzerc’hel unvezioù bepred brasoc’h. Al luzadoù a vuhez, arouezet ivez gant an termen Eroz, zo en o erdal n’eo ket hepken al luzadoù revel hogen ivez al luzadoù-emgemmirout.

“Pal an Eroz zo savelañ unvezioù bepred brasoc’h, kemmirout enta : an eren eo. Pal al luzad all, en eneb, zo freuzañ an darempredoù, dispenn an traoù enta.”

An diforc’h bras etre div arlakadenn Freud (an hini gentañ o kevenebiñ luzadoù revel ha luzadoù-emgemmirout, an eil o lakaat a-geñver luzadoù a vuhez ha luzadoù a varv) eo ar savlec’h roet d’ar revelezh : tra ma anade houmañ en arlakadenn gentañ evel un nerzh freuzus, en eil daouelezh ez eo al luzad a varv a zeu da vezañ an nerzh “kentael”, “demonek”, luzadek er ster strizh, endra dremen ar revelezh e tu an eren, al luzadoù a vuhez.