br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Association.Assoziation.association.strollata.

Termen amprestet digant ar strollataouriezh, oc’h aroueziñ nep liamm etre div pe lies elfenn vred ez a ar steudad a-bezh anezho d’ober ur chadennad-strollata.

N’eur evit kompren meizad ar strollata er bredelfennerezh hep daveiñ d’an imbourc’h klinikel a roas tro da Freud da zigejañ hentenn ar frank-strollata. Tresoù bras an arlakadenn freudek a c’haller diverrañ evel-henn :

a) Ur mennoz o sevel war ar spered, digenvez evit ur gwel, zo bepred un elfenn o taveiñ, emouez pe diemouez, da elfennoù all. E-se e lakaer war wel steudadoù-strollata a ra Freud anezho linennad (Linie), neudennad (Faden), chadennad (Verkettung), stelejad (Zug). Kengroaziañ a ra al linennadoù-se oc’h ober rouedadoù, enno klomboentoù (Knotenpunkte) ma kengejont.

b) Ar strollatadoù evel ma widennont er prezeg zo e dalc’h un urzhiatadur kemplezh eus ar c’hounerezh, keñveriet gant Freud ouzh ur reizhiad dielloù renket hervez meur a bennaenn (urzh an amzer, urzh dre zanvezioù, h.a.). Amplegañ a ra seurt urzhiatadur emañ an derc’had (Vorstellung) pe ar c’hounlerc’h (Erinnerungsspur) eus an un darvoud bezant e meur a “deskad dielloù”, a “gounreizhiad” disheñvel.

c) Dre ar pleustr klinikel e tizoloer ar vezañs eus “gronnadoù bred disrann”, kemplezhioù derc’hadoù o chom en distro diouzh red ar strollata. “An derc’hadoù eeun a ya d’ober ar c’hemplezhioù-se a c’hell dont d’an emouezañ. O c’hevreadur dibarek eo a chom forbannet diouzh an emouezañ.” Breuer an hini kentañ a zegasas keal an disfaout (Spaltung). Emañ ar c’heal-se en orin meizadur lunegorel an diemouez.

d) En ur gemplezh-strollata, ned eo ket “nerzh” un elfenn stag ent stabil outi. E dalc’h gweredoù armerzhel emañ c’hoari ar strollatadurioù : ar gremm-annodiñ a zilec’h eus un elfenn d’unan all, o vec’hiañ er c’hlomboentoù, h.a., devoud-diazez dezrevellet evel-henn : dizalc’h eo ar c’hantaezad diouzh an derc’had.

e) Erfin, n’eus ket savelennoù hollek o ren war ar strollata evel ma arlakae ar strollataouriezh : ned eo ket ar bred ur “gouralenneg skeudennoù”. Emañ gronnadur ar strollatadoù, o goubaradur, o “c’hammstagadurioù”, o diraezusted d’an emouezañ a-geñver gant dialusk ar c’henniñv-difenn piaouel da bep unan.