br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Relation d’objet, relation objectale.Objektbeziehung.object-relationship, object-relation, objectal relationship.darempred ouzh ergerc’henn, darempred ergerc’hennek.

Termen boaziet kenan gant ar bredelfennerezh kempredel da aroueziñ mod daremprediñ ar gouzrec’h ouzh e amved, daremprediñ o vezañ an disoc’h kemplezh hag hollel diwar frammadur ar bersonelezh, diwar an dec’havael mui pe vui eriunellek eus an ergerc’hennoù, diwar rizhoù difenn brientek.

Komzet e vez eus darempredoù ouzh ergerc’henn a zo re ur gouzrec’h lavaret, hogen ivez eus rizhoù darempredoù ergerc’hennek o taveiñ da lankadoù emdreiñ (da skouer, darempred ouzh ergerc’henn genaouel) pe da vredanaezioù (da skouer, darempred ouzh ergerc’henn melankolek).

Mar greas Freud a-wechoù gant Objektbeziehung, ne oa ket ar c’heal lod en e venvegad meizadoù. E zegasadur e 1930 a verkas, evit bredelfennerion ’zo, an tremen eus ar vredoniezh a’n hinienn d’ur vredoniezh etre-personel.

Evit Freud ez eus un diforc’h krenn etre pal hag ergerc’henn. Desavelet eo ar pal gant ar rizh luzad darnel e kaoz hag, e dibenn dezrann, gant an andon greudel ; da skouer, ar gougorfañ zo ar mod oberiezh piaouel d’al luzad genaouel ; e tro emañ da vezañ treuzlec’hiet war venvegadoù estreget ar genou, tuginet, treüc’het, h.a., hogen bevennoù zo d’e vezelladusted. Evit an ergerc’henn, e lak Freud war wel he deberzhegezh, oc’h ezplekaat an termen-mañ dre ziv lakadenn genglokaus :

a) an ergerc’henn zo kement tra o pourchas boz, hag e-se ez eo keveskemmus betek ur par ;

b) dre berzh istor an hinienn en em gav spisaet an ergerc’henn ken ma n’eus evit pourchas boz nemet un ergerc’henn dibar pe nep erlec’hiad o tougen an doareennoù spesadek anezhi. N’eo ket an ergerc’henn a zo unveziadek hogen un teskad tresoù spesadek.

An diforc’h etre andon, ergerc’henn, pal a dalvez da Freud da stern-daveiñ, a ya gwevnoc’h pa seller ouzh al luzadurezh. En ur bazenn lavaret, mar bez desavelet ur mod daremprediñ ouzh ergerc’henn (ar gougorfañ da skouer) gant ar benvegad-mañ-benvegad (ar genou), ez eus gant an arc’hwelerezh-se roll ur pimpatrom : diwarnañ e c’hallo holl oberiezhoù all ar gouzrec’h — kreudel pe get — bezañ intret gant euladoù genaouel.

Ober a reer gant “darempred ouzh ergerc’henn” ha n’eo ket gant “darempred ouzh an ergerc’henn”, gant “darempred ergerc’hennek” ha n’eo ket gant “darempred ergerc’hennel”, evit merkañ ez eus aze keñverioù amparus daoudu, eleze, diwar-bouez seurt darempred, e vez amparet war un dro gouzrec’h hag ergerc’henn ha n’eo ket savelet keñverioù diavaeziek etre div elfenn gentvezant.