br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Réparation.Wiedergutmachung.reparation.azvataat.

Gwikefre deskrivet gant Melanie Klein, ma klask ar gouzrec’h dic’haouiñ an ergerc’henn garantez eus gweredoù e eriunelloù distrujus. Liammet eo ar wikefre-mañ ouzh an enkrez hag ar gablusted gouvidel : azvatadur eriunellek an ergerc’henn-vamm diavaez pe diabarzh a rofe an dro da zistrec’hiñ ar savlec’h gouvidel dre ziogeliñ d’ar me un hevelebadur stabil ouzh an ergerc’henn vadoberus.

Notomp e ra Melanie Klein gant termenoù nes dre o ster : Al. Wiederherstellung (Sz. restoration, Br. daskor, ratreañ, azdesezañ, adsevel), Al. Wiedergutmachung (Sz. restitution, reparation, Br. daskor, dic’haouiñ, digoll, azvataat). An termen-mañ diwezhañ eo hon eus dibabet, da gentañ pa glot ar strishañ ouzh an Al. Wiedergutmachung, d’an eil pa ra dave d’ar meizadoù kleinek “ergerc’henn vat, ergerc’henn fall” : azvataat zo “lakaat an ergerc’henn aet da fall da vezañ mat en-dro”. E gwir, keal an azvataat zo da intent e-keñver meizadur kleinek ar sadegezh vugel kentrat, houmañ oc’h erzerc’hañ dre eriunelloù dispenn (Zerstörung), dibezhiañ, difelpañ (Ausschneiden, Zerschneiden), plaouiañ (Fressen). Evit parraat ouzh an enkrez hag ar gablusted enlenat d’ar savlec’h gouvidel, e striv ar bugel da arzerc’hel pe da adsevel kevanded korf ar vamm. Eriunelloù diseurt zo test eus an tuadur-se da zifallañ “ar freuz graet gant e sadegezh” : diwall korf ar vamm diouzh tagadur an ergerc’hennoù “fall”, dastum an tammoù stlabezet, azbevaat pezh a zo bet lazhet. An eriunelloù azvataat zo dezho enta ur roll luniata e diorreadur ar me.