br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Roman familial.Familienroman.family romance.romant familhel.

Gerienn goveliet gant Freud da aroueziñ an eriunelloù ma taskemm ar gouzrec’h e liammoù ouzh e gerent (o faltaziañ da skouer ez eo ur bugel kavet).

Seurt eriunelloù a veze anavezet en ambrenoù paranoiakel. Freud ne zaleas ket d’o dizoleiñ en neurozeion gant stummoù niverus : ijinañ a ra ar bugel n’emañ ket o vevañ gant e gerent wirion hag ez eo e dad un den anvek, o prestañ d’e vamm avanturioù kuzh, pe neuze ez eo eñ ar mab gwirion nemetañ, e vreudeur hag e c’hoarezed o vezañ besterd.

A-zalc’h eo eriunelloù ar romant familhel ouzh kemplezh Edip. Kemmesk ha niverus eo al luskedoù anezho : c’hoant izelaat ar gerent diouzh un tu, o uhelaat diouzh an tu all, c’hoant d’ar veurdez, striv da vont e-biou d’ar gael ouzh ar gwadserc’h, kenoaz etre breudeur, h.a.