br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Séduction (scène de séduction, théorie de la séduction).Verführung (Verführungsszene, Verführungstheorie).seduction (scene of seduction, theory of seduction).fileniñ (senenn-fileniñ, arlakadenn ar fileniñ).

1. Senenn drael pe eriunellel ma emañ ar gouzrec’h (ur bugel peurvuiañ) ent c’houzañvat dindan atizoù revel un den all (un oadour peurliesañ).

2. Arlakadenn danzeet gant Freud etre 1895 ha 1897, ha dilezet da c’houde, o reiñ d’an eñvor eus senennoù-fileniñ trael ar roll devoudus e dedarzh ar psikoneurozioù.

Hervez arlakadenn Freud e c’hoarvez daraez ar fileniñ e daou lankad, ar c’hentañ a-raok, an eil goude ar gaezouregezh. Al lankad kentañ, doareet gant Freud evel darvoud revel “rakrevel”, zo ar senenn-fileniñ he-unan, ar filened o vezañ dic’houest da gaout from revel e diouer amplegadoù bevedel ar broud — pezh a ro da gompren ne vez arvoustradur ebet neuze : emañ ar stad a c’houzañvadezh a-geñver gant an dieraoz, hag ar filennadenn a zevoud ur saouzan revel (Sexualschreck). En eil lankad, un darvoud, n’en deus ket dre ret ur ster revel drezañ e-unan, a c’halv da goun an hini kentañ diwar-bouez strollatadurioù. “Sed aze an degouezh dieil ma weler un eñvorenn o kaout brasoc’h gwered eget m’en devoe an darvoud eñvoret e-unan.” Da heul, en askont eus ar strummad broud a-ziabarzh delusket gant an eñvorenn, e vez arvoustret houmañ.

Klasel eo sellout an dilez gant Freud eus arlakadenn ar fileniñ evel ar c’hammed krennus e ginivelezh ar bredelfennerezh hag e savelidigezh kealioù an eriunell, ar werc’helezh vredel, ar revelezh vugel emdarzh, h.a.