br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Stade sadique-oral.oral-sadistische Stufe, oral-sadistische Phase.oral-sadistic stage.pazenn c’henaouel-sadek, pazenn sadek-genaouel.

Eil amzer eus ar bazenn c’henaouel hervez an isrannadur degaset gant K. Abraham ; merket eo gant kresk an dent hag an oberiezh dantañ. Ar gougorfañ zo dezhañ eno ster un distruj eus an ergerc’henn, pezh a empleg e krog an amluskegezh da anadiñ en darempred ouzh ergerc’henn.

Er bazenn c’henaouel, e lak K. Abraham kemm etre ur bazenn gentrat, a sunañ, ragamluskek, hag ur bazenn c’henaouel-sadek o klotañ gant dinod an dent ; an oberiezh dantañ ha plaouiañ a empleg distruj an ergerc’henn hag anadiñ a ra an amluskegezh luzadel (libido hag argadusted troet ouzh an un ergerc’henn).

Evit Melanie Klein, o nagenniñ ar c’hemm graet gant Abraham etre ur bazenn c’henaouel a sunañ hag ur bazenn c’henaouel a zantañ, ez eo ar bazenn c’henaouel en he fezh ur bazenn c’henaouel-sadek.