br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Stase libidinale.Libidostauung.damming up of libido.dassav al libido.

Argerzh armerzhel goulakaet gant Freud evit displegañ deraouadur an neuroz pe ar psikoz : al libido, stanket outi pep hent davit diskarg, a chom yoc’hennet e-barzh furmadurioù enbredel ; ar gremm daspugnet en doare-se a yelo da amparañ an azonoù.

Imbroudet e voe keal dassav al libido da-geñver arlakadenn an neurozioù bremanek : an arbenn anezho, hervez Freud zo hogennadur (Anhäufung) ar broudadoù revel na gavont mui hent davit diskarg e diouer ur gwered spesadek. E-barzh Über neurotische Erkrankungstypen (Rizhoù enkleñvel an neuroz, 1912), e teu hollekoc’h keal dassav al libido p’en adkaver e meur a neuroz. Koulskoude :

1) Freud ne ra ket eus an dassav ur gwereder kentael en holl rizhoù enkleñvel ; ur roll devoudus zo dezhañ en degouezhioù nesañ d’an neuroz bremanek (gouheb traek). E degouezhioù all ned eo nemet un disoc’h diwar ar c’henniñv.

2) An dassav ned eo ket kleñvedus drezañ e-unan. Reiñ hent a ra ivez da ersavioù reol : treüc’hañ, treuzfurmiñ an tennder bremanek en un oberiezh o tont a-benn da ziraez un ergerc’henn vozius.

Diwar Zur Einführung des Narzissmus (1914), ez astennas Freud keal dassav al libido da wikefre ar psikozioù : dassaviñ a ra neuze al libido annodet er me. “Hañvalout a ra ne c’hell mui hogennadur al libido narkisek bezañ gouzañvet en tu all d’ur par merket.” E-se, an hipokondriezh, a gaver alies evel pazenn ardreuzat en emdroadur ar skizofreniezh, zo un erzerc’had eus amgaeadur dic’houzañvadus al libido narkisek. En un diarsell armerzhel, an ambren zo ur striv da adlec’hiañ gremm al libido war ur bed diavaez nevezfurmet.