br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Symbolique g.Symbolische.symbolic.argelel.

Hervez Lacan, unan eus tri gwere pennañ ar vaezienn vredelfennadel (an daou all o vezañ an drec’hel hag an trael, sl. IMAGINAIRE, RÉEL) : aroueziñ a ra urzh an anadennoù bred dezho luniadur ul lavar. Hervez Lacan bepred, “luniet eo an diemouez evel ul lavar”.

Freud a laka ar pouez gant an ere etre argel hag argeled, Lacan gant an ereoù etre an argeloù o-unan, gant luniadur ar reizhiad argelel — anaout a reer aze levezon Saussure hag ar strukturelourion.