br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Trauma, traumatisme (psychique).Trauma.trauma.daraez g.

Darvoud e buhez ar gouzrec’h a dermener dre e greñvder, an dic’houest ez eo ar gouzrec’h da ersaviñ azas, an trefu hag ar gweredoù kleñvedel padus devoudet e frammadur ar bred.

Ent armerzhel, ez eo doareet an daraez gant ur strumm broudadoù re greñv evit gougemerusted ar gouzrec’h hag e ouested da vestroniañ ha da zanzen ent vredel ar broudadoù-se.

Ar gresianeg τραῦμα (“gloazadur, gouli, taol”) a vez arveret a bell ’zo er vezekniezh da aroueziñ ur gloazadur gant enfreuz. Freud eo a lakaas an termen da zont tre er vredoniezh.

Keal an daraez avat zo bet dezhañ un hir a zedroadur e meiz Freud.

E derou ar bredelfennerezh, etre 1890 ha 1897, e tispartie endeo daou seurt amplegadoù d’an daraez : an darvoud diavaez gloazus, darbennusted (Empfänglichkeit) ar gouzrec’h : bez’ e oa daraez pa na c’halle ket ar gouzrec’h dianerwezhiañ ar vuhezadenn, houmañ o chom evel ur “c’horf estren” e-barzh ar bred ; ent armerzhel, ne oa ket ar benvegad bred evit ezdanzen ar broudadoù hervez pennaenn an arstal.

En un eil prantad (1895-1897), en em stag Freud ouzh an dodad ez eo revel e dibenn dezrann pep daraez hag e c’hoarvez an daraez orin a-raok ar gaezouregezh. An daraez a ampleg bepred daou zarvoud da nebeutañ : da-geñver ur senenn gentañ, ar senenn-fileniñ, e c’houzañv ar bugel un embreg revel a-berzh un oadour hep ma savfe broud revel gantañ ; un eil senenn, goude ar gaezouregezh, dinoaz evit doare, a zeu da zec’hervel an hini gentañ diwar-bouez un arvez strollata bennak — ha, da heul, e sav ur strummad broud revel o veuziñ difennoù ar me. Mard eo daraezek ar senenn gentañ, ned eo nemet goude taol, a-zianwerc’h.

Da-geñver ar Brezel-bed kentañ en devoe Freud tro da studiañ an neurozioù brezel ha da savelañ keal an neurozioù daraezel. E-barzh Jenseits des Lustprinzips (1920), ez adkemer termenadur armerzhel an daraez evel enfreuz hag e c’houlaka zoken en em gav pennaenn ar bliz e-maez c’hoari dre berzh ar strummad broud oc’h aloubiñ ar benvegad bred hag ouzh e rediañ da zifraeañ ar gefridi eren ar broudadoù war-benn o diskargañ ha diwall dre se kevanded ar gouzrec’h. Arreadur an hunvreoù ma azbuhez ar gouzrec’h a-greñv an darvoud ha ma tistro er blegenn daraezek evel evit he mestroniañ zo daveet d’ur vac’henn-arreata.

E 1926, e-barzh Hemmung, Symptom und Angst, ez eo azveret c’hoazh keal an daraez, hep dave ken d’an neuroz daraezel. Ar me, o telankañ an enkrez arhent, a glask dizarbenn alouberezh an enkrez heulret, hemañ o toareañ ar blegenn daraezek ma vez ar me diwared. Gant ar meizadur-mañ ez eus ur meni kemparzh etre dañjer diavaez ha dañjer diabarzh : emañ ar me dindan argad ar broudadoù a-berzh luzad koulz hag en ardizh ar broudadoù diavaez.