br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Complexe de castration.Kastrationskomplex.castration complex.kemplezh ar spazhadur.

Kemplezh kreizet war eriunell ar spazhadur, houmañ o reiñ respont d’an amrin ez eo evit ar bugel an diforc’h korfadurezh etre ar revioù (bezañs pe ezvezañs ar c’halc’h), displeget dre lamidigezh ar c’halc’h digant ar plac’h. Disheñvel eo luniad ha gweredoù kemplezh ar spazhadur hervez ar revioù : gant ar paotr e sav an aon na zeufe e dad d’e spazhañ en abeg d’e oberiezh revel ; gant ar plac’h e vez kantaezet ezvezañs ar c’halc’h evel ur c’haouadenn a glask-hi dinac’h, kempouezañ pe digoll. Emañ kemplezh ar spazhadur e darempred strizh gant kemplezh Edip hag, ent arbennik, gant an arc’hwel-berzañ ha -reoliñ a zo enni.