br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Fixation.Fixierung.fixation.glenañ (ouzh).

E tri degouezh e komzer eus glenañ : pa c’hoarvez d’al libido a)  emstagañ start ouzh personoù pe imagoioù, b) arreata ar boziañ hervez ar mod-mañ-mod, c) chom sonnet ha trebadout gant al luniadur diraezet da-geñver unan eus he fazennoù-emdreiñ. Ar glenadur a c’hell bezañ ur weredenn erzerc’h pe ur c’halloudenn sourus ha neuze danvez un argizadenn. Intentet e vez keal ar glenañ peurliesañ e stern ur meizadur dedarzhel oc’h emplegañ un araogiñ urzhiek eus al libido eus ur bazenn d’unan all. Tu zo d’e savlec’hiañ ivez, kuit a bep dave d’an dedarzhelezh, e stern arlakadurezh freudek an diemouez, evel mod-enskrivañ endalc’hedoù ’zo (buhezadoù, imagoioù, eriunelloù) o trebadout digemm e-barzh an diemouez, ereet al luzad outo.

En orin an arvoustrañ emañ ar glenañ ; ober a c’haller anezhañ zoken al lankad kentañ eus an arvoustrañ kemeret ent ledan : “[…] redenn al libido [glenet] a c’hoari e-keñver ar furmadurioù bred diac’houde evel ur redenn eus ar reizhiad diemouez, evel ur redenn arvoustret”. Seurt kentarvoustrañ zo un amplegad d’an arvoustrañ ent strizh, pa na c’hell hemañ c’hoarvezout nemet dre ar gwered kevret, war an elfennoù da arvoustrañ, eus un disvount a-berzh an ensav-krec’h hag un dedenn a-berzh pezh a voe glenet da gentañ. A-du-rall e vez ar glenañ o tarbar ar savlec’hioù ma vo kaset da benn an argizadur a adkaver e doare pe zoare gant an neurozioù, an troziadezhioù hag ar psikozioù.