br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Formation substitutive.Ersatzbildung.substitutive formation.furmadur erlec’hiad.

Termen oc’h aroueziñ an azonoù pe furmadurioù kendalvoud evel ar goustaolioù, ar bommoù fent, h.a., e kement ma amsavont an endalc’hedoù diemouez. Seurt erlec’hiadur a ranker kompren e daou zoare : a) armerzhel, an azon o pourchas ur boziad erlec’hiadek d’ar c’hoant diemouez, b) argelel, an endalc’hed diemouez o vezañ amsavet gant unan all hervez linennadoù-strollata ’zo. An termen furmadur erlec’hiad zo da lakaat e-keñver an termenoù furmadur treuzvarc’had ha furmadur erwezhiad : pep azon, dre ma’z eo an dedaol diwar ar c’henniñv-difenn, zo ur furmadur treuzvarc’had ; e kement ma pourchas boz d’ar c’hoant, ez anad evel furmadur erlec’hiad ; e kement m’en em ziskouez drezañ an argerzh-difenn, e wisk ar stumm eus ur furmadur erwezhiad.