br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Idéalisation.Idealisierung.idealization.eorizhekaat.

Argerzh bred ez eo drezañ lakaet da beurvat talvoudegezh ha perzhioù an ergerc’henn. An hevelebiñ ouzh an ergerc’henn eorizhekaet a gendaol da furmiñ ha da fonnañ an ensavioù lavaret eorizhel eus ar bersonelezh (me eorizhek, eorizh ar me). Freud a lak kemm etre an eorizhekaat hag an treüc’hañ. Hemañ zo “un argerzh o tougen war al libido ouzh ergerc’henn, ma vuk drezañ al luzad ouzh ur pal pell diouzh ar boziad revel […]. An eorizhekaat zo un argerzh a sell ouzh an ergerc’henn, he uhelaat a ra, he meurekaat hep kemmañ he natur. Bezus eo ken e domani al libido ouzh me, ken e domani al libido ouzh ergerc’henn”. Diskouez a ra Freud e vez eorizhekadur an ergerc’henn amgen intret bepred a narkisegezh : “Mont a reer d’an ergerc’henn evel ma’z eer d’ar me hag en angerzh karantez enta e vez ur c’hementad bras a libido narkisek o trevonnañ war an ergerc’henn.” Melanie Klein a lak a-wel ar roll difenn ouzh al luzadoù distrujus en defe da gentañ penn an eorizhekaat ; keñverek e ve d’un disfaout kaset d’an donañ etre un ergerc’henn “vat” ardaolet outi an holl berzhioù mat, eorizhekaet (bronn ar vamm, da skouer, bepred hegerz ha diheskus), hag un ergerc’henn “fall” euzhekaet, barr gant an dispennusted.