br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Isolation.Isolieren, Isolierung.isolation.goubarañ

Gwikefre difenn, dezverkus eus an neuroz mac’hennel, anezhi distrollañ un dezev pe ur real e doare ma’z eo torret ar stagoù gant dezevoù all pe ar peurrest eus ar buhezadur. E-touez an araezadoù-goubarañ emañ ar paouezennoù e dibun an dezevout, ar geriata, an hudjestral ha dre-vras kement darbar o tegas un torr e kemaladur an dezevoù hag an oberoù.

Klañvourion ’zo en em zifenn ouzh ur mennoz, ur santad, un ober dre o goubarañ, o digenvezañ diouzh ar c’henarroud : “E-doug ar baouezenn, n’eus gwir da netra da c’hoarvezout, ne vez merzet netra, ne vez graet netra.” Gouez da Freud, ez eo hudel seurt kalvezder ; heñvel eo, e keñverioù ’zo, ouzh ar siperezh, pa bella ar spered diwar e dro kement na denn ket d’e brederenn-greiz.

E dibenn dezrann e teskrive Freud ar goubarañ evel ur mod-difenn kezivik ouzh al luzad : “[…] ar stekiñ korf o vezañ pal kentizhek an annodiñ, argadus koulz ha tener, en ergerc’henn, […] ar goubarañ zo un araez da zic’hallusaat ar stekiñ, da zerc’hel an dra e-maez stekiñ ; heñveldra, pa c’houbar an neurozeg ur santad pe un ober diwar-bouez ur baouezenn, e ro ent argelel dimp da gompren ne lezo ket an dezevoù a sell outo da vont e kenstok dre strollata gant ar re all.” Dre se e kemer ar goubarañ un dalvoudegezh hollekoc’h : Freud en lak a-geñver gant an arvoustrañ a-berzh an darfelleg ; ma n’eo ket arvoustret ur vuhezadenn daraezus e-barzh an diemouez, “e vez dibourc’het diouzh he c’hantaezad, mouget e vez pe droc’het kuit he darempredoù-strollata hevelep ma trebad evel pa vije distroll, goubar, ha ne vez ket azdedaolet e red an dezevout”. An araezadoù-goubarañ o c’hoari en azonoù an neuroz mac’hennel a ensamm hag a greñva an doare disrann diagent-se.

En e gemeradur ledan enta, keal ar goubarañ oa bezant e meiz Freud ken abred hag e brederiadennoù kentañ war an oberiezh difenn. E 1894 endeo, en e studienn Die Abwehr-Neuropsychosen, ez intent an difenn, ken en darfell ken e rumm an arurioù hag ar mac’hennoù, evel ur goubarañ : “[…] an difenn a c’hoarvez dre zisrannañ an derc’had dic’houzañvadus diouzh e gantaezad ; an derc’had, zoken blinaet ha goubaret, a chom en emouez”.