br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Latence : période de —.Latenzperiode, Latenzzeit, Aufschubsperiode.latence periode.enkelvezh g., prantad enkelez.

Prantad adalek diskar ar revelezh vugel (pempet pe c’hwec’hvet bloavezh) betek derou ar gaezouregezh, merket gant un ehan en emdroadur ar revelezh. Gant distav an oberiezhoù revel, e c’hoarvez un direvelaat eus an darempredoù ouzh ergerc’henn hag eus an trivliadoù (an denerded o kaout lañs war ar c’hoantoù revel), e tiwan santadoù evel an elevez hag an doñjer, ez anad iziunadoù divezel ha kenedel. Hervez arlakadenn ar bredelfennerezh e teraou an enkelvezh gant diskar kemplezh Edip ; a-geñver emañ gant nerzhadur an arvoustrañ — ha, da heul, gant ankounañ ar bloavezhioù kentañ —, an annodiñ en ergerc’henn a vez treuzfurmet en hevelebiñ ouzh ar gerent, ha diorren a ra an treüc’hañ.

Daou zoare zo da veizañ an enkelvezh, pe evel darvoud bevedel, evel un ehan etre daou vount rakluniet eus al libido, pe hervez un devouderezh bredel, an disklot etre an eriunañ hag an diazveted vevedel o kondaoniñ kemplezh Edip d’an dic’hallusted, ken “e rank an amourouz bihan dilezel ur garantez dic’hoanag”.

Sl. AMBIVALENT, PRÉAMBIVALENT, POSTAMBIVALENT.