br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Névrose de caractère.Charakterneurose.character neurosis.neuroz neuzid.

Rizh neuroz ma ne zisoc’h ket ar c’henniñv-difenn gant furmidigezh azonoù a-ziforc’h, hogen gant tresoù neuzid, modoù-ersaviñ, pe zoken gant ur frammadur kleñvedek eus ar bersonelezh.

Evit d’an termen bezañ en arver boutin, e chom dezvonnet fall keal an neuroz a neuzid. E zeskrivañ a reer evel “neuroz anazonek”. E gwir, un neuzidoniezh o taveiñ d’ar bredelfennerezh a lak ar rizhoù neuzid a-geñver gant ar bredanaezioù pennañ, oc’h ober anv a neuzidoù mac’hennidik, aruridik, h.a., pe gant pazennoù an dedro libidinel (neuzidoù genaouel, fraezhel, kantroazhel, kastrel-narkisek, ganadel, usrummet a-wechoù diwar-bouez ar gevenebiezh neuzidoù ganadel — neuzidoù rakganadel). En diarsell-mañ e komzer eus neuroz neuzidel da verkañ an neurozioù diazon, pa’z eo rizh an neuzid a ro da anaout frammadur kleñvedek ar bred. Koulskoude e tenner hiziv da zistremen seurt kevenebiezh etre neurozioù gant pe hep azonoù dre rekouriñ da geal al luniadur, dre gemer sol kentoc’h war vod-frammañ ar c’hoant hag an difenn. Ar gwikefreoù lakaet peurliesañ e penn-kont d’ober meiz war stummidigezh an neuzid zo an treüc’hañ hag ar furmadur erwezhiad. Ar furmadurioù erwezhiad “a ro tro da hepkoriñ an arvoustradurioù eilvedel dre gas da benn un daskemm hep distro eus ar bersonelezh” (O. Fenichel). Er feur ma sour ar furmadurioù erwezhiad, ez anad an neuzid evel ur furmadur difenn o wareziñ an hinienn ouzh gourdrouz al luzadoù koulz hag ouzh diwan an azonoù. E-se, an difenn neuzidel zo disheñvel diouzh an azon dre ma’z eo gougevanet ouzh ar me betek ur poent, oc’h emplegañ an dianaout eus kleñvedegezh an tres neuzid, ar poellelaat, an hollekadur en ur goulun-ersaviñ eus un difenn troet da gentañ ouzh ur gourdrouz spesadek. Gant seurt gwikefreoù ez adkaver arvezioù eus al luniadur mac’hennel, ken ma c’hallfed ober eus an neuroz neuzid ur furm paot a-walc’h a neuroz mac’hennel ma sourfe gwikefreoù ar furmadur erwezhiad tra ma chomfe skars an azonoù (ar mac’hennoù).

Aozerion ’zo o deus klasket hiniennekaat dindan an anv neuroz a neuzid ul luniadur bredanaezel a-ziforc’h. Evit H. Sauguet e ranker mirout “an termen neuroz neuzid evit an degouezhioù ma’z eo ken stank ensiladur ar me ma tevoud ur frammadur naouus d’ul luniad rakpsikozel”. Imbourc’herion all (Alexander, Ferenczi, Glover) o deus klasket savlec’hiañ an amreolderioù neuzid etre an azonoù neurozel hag ar psikozioù.