br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Pare-excitations.Reizschutz.protective shield.harz-broud.

Termen arveret gant Freud e stern ur patrom bredel-bevedel da aroueziñ un arc’hwel koulz hag ar benvegad ouzh e gefleuniañ. An arc’hwel zo anezhañ gwareziñ (schützen) ar bevedeg ouzh ar broudadoù o tont eus ar bed diavaez a ve en arvar, dre o c’hreñvder, d’e zistrujañ. Ar benvegad a vez meizet evel ur gwiskad-gorre o c’holeiñ ar bevedeg hag o silañ gouzañvat ar broudadoù.

Alies en devez Freud arveret keal an harz-broud, a-wechoù gant ur ster bevedel (oc’h ober anezhañ neuze ur meni amwiskad o tiwall ar c’horf), a-wechoù gant ur ster bredel (dindan ar goc’henn warezus-se en em gavfe ur gwelead darbennus a ve ar reizhiad merzout-emouezañ). Bepred avat en devez an harz-broud da welout gant ar gremm, e roll o vezañ mirout ouzh gremm ar bed diavaez a zont tre a gementadoù bras e-barzh ar gouzrec’h. Pa c’hwitfe war e gefridi, ha pa ve freuzet an harz-broud gant alouberezh feuls ar gremm diavaez, e c’hoarvezfe an daraez.

Hervez Freud, ar reizhiad merzout-emouezañ dindan skoed an harz-broud a yafe en-dro evel un hudvloc’h (Notiz über den “Wunderblock”, 1923), o tegemer “standilhonoù” hepken eus ar bed diavaez. Dazrannet e ve ar broudadoù en amzer dre berzh ur mod-arc’hwelañ o tegas un “anvroudadusted vareadek”.