br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Phénomène fonctionnel.funktionales Phänomen.functional phenomenon.anadenn arc’hwelel.

Anadenn dizoloet e 1909 gant Herbert Silberer er stadoù enkousk ha da c’houde en hunvre : an treuzlakadur e stumm skeudennoù, n’eo ket eus endalc’hed an dezevout, hogen eus an arc’hwelerezh gweredel anezhañ.

Er stadoù enkousk e wel Silberer ur gantouezadenn vrientek o reiñ tu da arselliñ ganedigezh an argeloù (anvet gantañ anadenn “aotosimbolek”, argeldarzh). Kemm a laka etre tri seurt anadennoù : an anadenn danvezel, oc’h argelañ ergorenn an dezevout ; an anadenn arc’hwelel, o terc’hennañ arc’hwelerezh gweredel an dezevout, an herregezh pe ar c’horregezh, ar berzh-mat pe an droukverzh anezhañ ; an anadenn greudel, oc’h argelañ al louc’hadoù korf. Silberer a soñj e talvez an diforc’hadur-se evit kement erzerc’had ma kaver argeloù, evit an hunvre da skouer. O lezel gant an anadenn danvezel an argelerezh eus ergorennoù an dezevout hag an derc’hañ hepken, e renk en anadenn arc’hwelel kement argeladur ’zo eus “stad, oberiezh, luniadur ar bred (Psyche)”. Ar c’hantaezadoù, an tuedoù, ar mennadoù, ar c’hemplezhioù, ar “parzhioù eus an ene” (ar garez pergen) a vez troet dre argeloù, alies personelaet. An “dramaelaat” eus an hunvre eo arvez splannañ an anadenn arc’hwelel. E berr, an argeloù a zever nebeutoc’h eus an ergorennoù eget eus doareoù gweredel an ergorañ.

A-du-rall ez arlaka Silberer ez eus en argeladurezh, en hunvre peurgetket, un tuadur da dremen eus an danvezel d’an arc’hwelel, un tuadur d’an hollekaat, ma troer “diwar nep dodenn dibarek war-du hollad an dodennoù heñvel dre o c’hantaezad pe, evel ma c’haller lavarout c’hoazh, war-du ar rizhenn vredel eus ar buhezad e kaoz”. Da skouer, un draezenn hir oc’h argelañ ur c’hastr da gentañ a zeuy da vezañ (dre un treug difetisaat) an arouez eus santad hollek ar galloud. An argelañ a gemerfe enta dioutañ e-unan un durc’hadur a zeufe an dieulañ anagogek d’e nerzhañ da c’houde (sl. ANAGOGIQUE).

Freud a anavezas talvoudegezh degasadenn Silberer, nemet ne zarbennas ket an hollekadur a venne da Silberer ober anezhi. Evitañ, lakaet er-maez nemedennoù, e c’haller bepred displegañ an arc’hwelel dre an danvezel. A-c’hin edo degerzh Freud da hini Silberer.