br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Position paranoïde.paranoide Einstellung.paranoid position.savlec’h paranoidel.

Hervez Melanie Klein, modelezh an darempredoù ouzh ergerc’henn spesadek da bevar mizvezh kentañ ar vuhez, a c’haller avat adkavout diwezhatoc’h er bugelvezh ha, gant an oadour, er stadoù paranoiakel ha skizofrenek.

Ar savlec’h paranoidel, pe evel ma ra M. Klein anezhañ c’hoazh : paranoidel-skizoidel, zo dezhañ an tresoù-mañ : kenvezant eo diwar ar penn-kentañ al luzadoù argadus gant al luzadoù libidinel ha kreñv kenan int ; darnel eo an ergerc’henn (bronn ar vamm kent pep tra) ha divrannet en ergerc’hennoù “mat” ha “fall” ; an argerzhioù bred sourus zo ar gougantañ hag an ervannañ ; an enkrez, taer, zo a-geñver gant an heskin (nec’h rak bezañ distrujet gant an ergerc’henn “fall”).

An termen “paranoidel” a verk an dodennoù heskinadur a zo en ambrenoù ar paranoia hag ar skizofreniezh paranoidel. Da gentañ e rae Melanie Klein gant ar c’herienn persecutory phase “prantad heskinel”. En he skridoù diwezhañ e ra gant paranoid-schizoid position “savlec’h paranoidel-skizoidel” evit aroueziñ war un dro an dodennoù heskinel hag an disfaout bezant er gwikefreoù o c’hoari. An termen position he deus erlec’hiet ouzh phase : “Seurt teskadoù enkrezioù ha difennoù, evito da anadiñ er mareoù kentratañ eus an hoali, ne gaver ket er prantad-se hepken, pa zistroont e bloavezhioù kentañ ar vugeliezh ha, da c’houde, e degouezhioù ’zo.”

Brasluniañ a c’haller ar savlec’h paranoidel-skizoidel evel-henn :

1) E par al luzadoù, ez eo kenvezant hag unanet diwar ar penn-kentañ al libido hag an argadusted (luzadoù sadek-genaouel : regiñ, plaouiañ). Er ster-se ez eus evit Melanie Klein amluskegezh adalek pazenn c’henaouel kentañ ar sunañ. Kreñv e vez ar fromoù stag ouzh al luzadurezh (lontegezh, enkrez, h.a.).

2) Un ergerc’henn darnel eo an ergerc’henn, bronn ar vamm o vezañ ar pimpatrom anezhi.

3) Divrannet eo an ergerc’henn darnel en ergerc’henn “vat” ha “fall”, ha se n’eo ket hepken e kement ma’z eo bronn ar vamm kevozius pe disvozius, hogen dreist-holl e kement ma ervann ar bugel outi e garantez pe e gasoni.

4) An ergerc’henn “vat” hag an ergerc’henn “fall” o tisoc’hañ eus an disfaoutañ (splitting) a ya da emren an eil e-keñver eben ha warno e toug argerzhioù ar gougantañ hag an ervannañ.

5) “Eorizhekaet” e vez an ergerc’henn “vat” : gouest eo da bourchas “kevoziadur dreist-goñvor, diouzhtu, diziwezh”. Ur wech gougantet e tifenn ar bugel ouzh an enkrez heskinel (dizoaniadur). An ergerc’henn “fall” zo un heskiner spouronus ; pa vez gougantet e lak ar bugel en arvar un distruj diabarzh.

6) Ar me “nebeut kevanaet” zo amc’houest da c’houzañv enkrez. Evel modoù difenn ez arver, ouzhpenn an disfaoutañ hag an eorizhekaat, ar gourzhodiñ, a denn da zinac’h pep traegezh ouzh an ergerc’henn heskiner, hag ar reoliñ hollc’halloud war an ergerc’henn.

7) An ergerc’hennoù gougantet kentañ-se a ya d’ober kraonell an dreistme.