br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Principe de constance.Konstanzprinzip.principle of constance.pennaenn an arstal.

Pennaenn o tezrevellañ an tued a ve hervez Freud gant ar benvegad bred da zerc’hel en ur rez ken izel pe ac’hoel ken digemm ha ma c’hell ar c’hementad broud a zo ennañ. Tizhet e vez an arstal diouzh un tu dre ziskargañ ar gremm beziat, diouzh an tu all dre hepkoriñ pezh a greskfe ar c’hementad broud ha dre stourm ouzh ar c’hresk-se.

Emañ pennaenn an arstal e diazez arlakadenn armerzhel Freud : hervezañ pep erzerc’had eus buhez ar bred zo da intent evel ur striv da zerc’hel sammad ar broudadoù en arstal e-barzh ar benvegad bred. Pennaenn an arstal zo e darempred strizh gant pennaenn ar bliz er feur ma seller ar bliz evel deglevadur un digresk tennder hag an divliz evel deglevadur ur c’hresk tennder. Freud e-unan evelkent a anzave e tlee bezañ kemplezh kenan al liamm etre ar santadurioù dangorel hag an argerzhioù armerzhel goulakaet da seulad dezho.

Evit kompren lec’h pennaenn an arstal e meiz Freud eo dav distreiñ da orinoù ar c’heal-se. Amboaz Freud ha Breuer oa astenn d’ar vredoniezh ha d’ar vredvevedouriezh pennaennoù hollek ar fizik, pa n’he doa gouezoniezh ar mare diazez ebet er-maez anezho. Meur a zoare zo bet evelato da intent pennaenn an arstal er vredoniezh, evel ma note Freud e-unan. Tri c’hemeradur bras a c’haller digejañ :

Pe e tedalvezer d’ar vredoniezh pennaenn kevandalc’h ar gremm, ma chom hervezi digemm sammad ar gremmoù en ur reizhiad kloz. A zo degemerout ez eus ur gremm bred, pe ur gremm nervel, na gemm ket e begement a-dreuz d’an treuzfurmadurioù hag an dilec’hiadurioù. A zo degemerout e c’haller dezgeriañ an devoudoù bred e termenoù gremm. Hogen ar bennaenn-mañ, empleget end-eeun gant arlakadenn armerzhel ar bredelfennerezh, zo disheñvel diouzh pennaenn an arstal.

Pe e heñvelekaer pennaenn an arstal ouzh eil pennaenn ar wreznerzhoniezh : e diabarzh ur reizhiad kloz e tenn an diliveoù gremm da goazhañ betek ma tizhfe ar reizhiad ur stad kempouez. Adkavout a reer amañ “pennaenn ar stabilded” dezrevellet e 1873 gant ar bevedour Fechner. Hogen ar gudenn eo spisaat bevennoù ar reizhiad kloz e kont. Hag ez eo ar benvegad bred, hag ar gremm kentreet gant Freud oc’h amredek ennañ ? Pe ar reizhiad a zo anezhi an hollad benvegad bred + bevedeg, pe c’hoazh ar reizhiad bevedeg + kelc’hiadur ? Hervez an degouezh ez eus un dalvoudegezh disheñvel-bras gant an tued da gompezañ diliveoù ar gremm. En degouezh diwezhañ, e tennfe da goazhañ gremm diabarzh ar bevedeg betek e zigas d’ar stad anvev.

Pe dre bennaenn an arstal ez intenter un emreoliata, ar reizhiad o vont en-dro e doare ma klask derc’hel he live gremm en arstal e-keñver ar c’helc’hiadur. Gant seurt kemeradur, pennaenn an arstal zo kement hag al lakadenn ez eus reizhiadoù kloz a-walc’h (pe ar benvegad bred pe ar bevedeg en e bezh) a denn da virout pe da adsevel a-dreuz d’an eskemmoù gant ar metou diavaez o neuziadur hag o live gremm spesadek. Er ster-mañ ez eo bet nesaet keal an arstal da hini an homeostaz (arstal ar bevedeg) savelet gant ar bevedour Cannon.

Etre an tri c’hemeradur-se ne reas Freud nepred un dibab fraezh. A-wechoù e rae dave d’an tri en hevelep frazenn : “Tuet eo ar benvegad bred da zerc’hel ken izel ha gallus ar c’hementad broud a zo ennañ, pe da nebeutañ d’e zerc’hel en arstal.” Hag an un tued e hañval dezhañ bezañ “[…] koazhañ, arstalañ, mannelaat an tennder broud diabarzh”, pezh a zo dislavarus a-walc’h.

Da gompren an dislavaroù-se e ranker sellout a-dost ouzh an imbourc’hioù a zo en orin arlakadenn Freud. Er bloavezhioù 1892-1895 e kenlabouras Freud ha Breuer war an anadennoù o doa stadet en darfell : displegañ a rejont an azonoù dre un diouer a zianerwezhiañ, pal ar gur o vezañ diskargañ azas ar c’hantaezadoù. Hogen disheñvel-mat oa doare an eil aozer hag egile da gompren an traoù.

Evit Breuer, en e Studien über Hysterie (1895), ez eus ur reizhiad emren a-walc’h er bevedeg, an nervreizhiad-kreiz, hag enni daou rizh gremm : ur gremm paouezek pe “broud stennek enempennel” hag ur gremm fiñvek oc’h amredek er benvegad. Live ar broud stennek eo a vez reoliataet gant pennaenn an arstal. Alese :

da veizañ eo savelenn an arstal evel ur savelenn a’n dro wellek : bez’ ez eus ul live gremm araezus a rank bezañ tizhet en-dro dre ziskargañ pa denn da c’horren ha dre adkargañ (diwar-bouez ar c’housked pergen) pa vez gouzizet re ;

en arvar e vez lakaet an arstal gant stadoù broudedigezh hollek hag unvan (stad a c’hedal taer da skouer) pe gant un dasparzh dizingal eus ar broud er reizhiad (kantaezadoù) ;

ar vezañs hag an adsav eus ul live gwellek zo araezus da amred frank ar gremm fiñvek ; arc’hwelerezh dishual an dezevout, dibun reol ar strollata mennozioù a ampleg na ve ket strafuilhet emreoliataerezh ar reizhiad.

Freud ivez, en e Entwurf eine Psychologie (1895), a studi doareoù arc’hwelerezh ar benvegad neuron. Dodiñ a ra da gentañ avat, n’eo ket pennaenn an arstal, hogen pennaenn anniñv an neuron, ma tenn hervezi an neuron da beurskarzhañ ar c’hementad broud a zo enno. Da c’houde hepken e c’houlaka un tued d’an arstal, o welout ennañ hepken “un arc’hwel eilvedel rediet gant difrae ar bevañ”, ur modekadur eus pennaenn an anniñv. “[…] Rankout a ra ar reizhiad neuron dilezel an tued orin d’an anniñv, eleze d’al live mann, ha soublañ da virout ur c’hementad a-benn bastañ da rediezhoù ar gwered spesadek. En doare m’en gra e naou bepred an hevelep tued, modekaet en ur striv evit mirout ar c’hementad an izelañ gwellañ hag en em zifenn ouzh ar c’hreskiñ, eleze e arstalañ.” Evit Freud, pennaenn an anniñv a sell ouzh arc’hwelerezh kentael ar benvegad bred, ouzh amred ar gremm diere. Evit savelenn an arstal, zoken ma n’en deus ket he dezrevellet evel pennaenn a-ziforc’h, e klot gant an argerzh eilvedel, gant ar gremm ereet, dalc’het en ur pe rez.

E berr, Breuer a zispak e vennozioù en un diarsell bevoniezhel, o tiaraogiñ ar c’healioù arnevez a-zivout an homeostaz hag ar reizhiadoù emreoliata. En eneb, e hañval arlakadenn Freud bezañ digempoell e-keñver skiantoù ar beved er feur ma venn dezren ur bevedeg hag e varregezhioù-bevañ, e arc’hwelioù-emazasaat, e arstalennoù gremm, diouzh ur bennaenn o lakaat dic’hallus pep live stabil.

Sterleun eo avat seurt forc’had etre meizadur Freud ha hini Breuer. Rak mar ro Freud kement a bouez da bennaenn an anniñv, ez eo peogwir en deus ezhomm anezhi evit displegañ pezh a hañval bezañ argerzh pennañ an diemouez nevezdizoloet : an argerzh kentael. Deskrivañ a ra hemañ e-ser skouerioù brientek evel an hunvre ha furmadur an azon, an azon darfell pergen. Heverkañ doareenn an argerzh kentael zo un diver dishual, un “dilec’hiañ aes”. Un derc’had a zeu da gemer lec’h unan all, o wiskañ e holl berzhioù hag e holl werc’h : “[…] an darfelleg lakaet da leñvañ gant A ne oar ket e leñv en arbenn eus ar strollatadur A-B, ha B e-unan ne c’hoari roll ebet e buhez e vred. Amañ ez eo bet erlec’hiet penn-da-benn an argel ouzh an dra.” An anadenn ez eo treuzlec’hiadur klok an eul eus un derc’had d’unan all, ar stadadenn glinikel eus kreñvded ha gwerc’h an derc’hadoù erlec’hiat zo evit Freud o foell da gavout e pennaenn an anniñv : heñvelster eo amred frank an eul ha peurziver ar gremm bred. Gwelout a reer ez eo digempoell seurt argerzh gant nep savelenn a’n arstal.

Koulskoude eo meneget houmañ en Entwurf, hogen dres evel o tont da daveliñ ha da heudañ an tued d’an diskarg klok. Kefridi ar me eo eren ar gremm bred, e zerc’hel en ur rez uheloc’h, — kefridi sammet gantañ dre ma’z eo eñ e-unan un teskad neuron pe derc’hadoù a vez arstalet an annodadur ennañ (sl. MOI).

An hiladur etre an argerzh kentael hag an argerzh eilvedel ned eo ket enta da veizañ evel ur c’henheuilh amzerel en hanez ar bred evel pa vije deuet pennaenn an arstal war-lerc’h pennaenn an anniñv en hanez ar bevedegoù. Bez’ e kenvez an daou argerzh e luniadur ar benvegad bred, oc’h arc’hwelañ en ur ser, an div bennaenn o talvezout a-gevret. E-barzh Die Traumdeutung (1900), e laka Freud keñver-ha-keñver an div reizhiad a ve oc’h amparañ ar bred : “[…] ur benvegad bred kezivik a zo e c’hwel dindan ren an tued da hepkoriñ an daspugn broud ha d’en em virout ar muiañ gwellañ en disvroud”, pennaenn doareet gant “diver frank ar c’hementadoù broud” hag arouezet gant Freud evel “pennaenn an divliz” : ar reizhiad diemouez eo ; an eil reizhiad pe reizhiad ragemouez-emouez, zo dezhi ur mod-arc’hwelañ all : “[…] dre an annodadurioù o loc’hañ diouti e heud an diver frank, en en treuzfurm en annodadur paouezek, en ur uhelaat rez ar gremm moarvat.” Tamm-ha-tamm da c’houde e teuy Freud da heñvelekaat ar gevenebiezh etre modoù-arc’hwelañ an div reizhiad ouzh ar gevenebiezh etre pennaenn ar bliz ha pennaenn an dra. Hogen, mar kaser betek penn ar gevenebiezh o tiforc’hañ an tued da c’houzizañ etrezek mann ar c’hementad broud hag an tued d’e zerc’hel en arstal, e stader e klot pennaenn ar bliz gant savelenn an anniñv ha pennaenn an dra gant savelenn an arstal.

Ret eo lavarout n’en em grennas nepred Freud da zegemerout seurt daouelezh. E 1920, e Jenseits de Lustprinzips, mar dezrevell ent ezpleg evit ar wech kentañ ur “bennaenn an arstal”, e kouezh gant klozadurioù evel ar re-mañ :

pennaenn an arstal zo diazez armerzhel pennaenn ar bliz ; ha, dre se, e sell evel kevatal an tued d’ar peurgoazhañ hag an tued d’an arstalañ ;

kemer a ra an tued d’ar mannelaat da ziazez dindan anv pennaenn an nirvana, ar pennaennoù all o vezañ modekadurioù hep-mui diwar houmañ ;

koulskoude, tra ma wel un tued hepken, mui pe vui vodekaet, o ren war “ar vuhez vred ha marteze [war] ar vuhez nervel dre-vras”, e tegas e par al luzadoù un daouelezh voniek ha dizireadus, luzadoù ar marv ganto an tued da beurgoazhañ an tennderioù, luzadoù ar vuhez o strivañ, en eneb, da virout ha da grouiñ unvezioù bev dezho ur rez tennder uhel. Seurt daouelezh a c’hallfed sklaeriañ moarvat dre he lakaat a-geñver gant kevenebiezhoù-diazez ar preder freudek : gremm diere — gremm ereet, dilaoskiñ — eren, argerzh kentael — argerzh eilvedel, h.a.

Hogen, a-dal d’ar c’hevenebiezhoù-se, n’en deus Freud nepred peur spisaet ar gevenebiezh keñverek e tachenn pennaennoù armerzhel an arc’hwelerezh bred. Mar kaver un egin anezhi en Entwurf gant an diforc’h etre ur pennaenn a’n anniñv hag un tued d’an arstal, ne voe ket savet ar stern-daveiñ fraezh oc’h argas ar mesk ma’z eo chomet keal pennaenn an arstal.