Preder

Geriadur ar stlenneg

métrologie informatiquecomputing evaluationmentawouriezh stlennegel

Bodad an hentennoù ret da zewerzhañ digonadur ar reizhiadoù stlennegel. Ne c'haller amañ nemet reiñ un alberz eus hentennoù ar ventawouriezh stlennegel, renket hervez o istor hag o natur.

I. HENTENNOÙ KENTAÑ :

1. Hentennoù diawelout , arveret pa glasker gouzout, a-raok ma'z eo stalet, penaos ez arwelo un urzhiataer :

a) Hentennoù dornel :

~ ar miksoù ;

~ ar c'hernelioù, goulevioù spesadel o klokaat ar miksoù ;

~ an abakennoù.

b) Hentennoù jedoniel :

~ an argizañ linennek ;

~ an delvanañ war ziazez ar rouedadoù lostennadoù.

c) Hentennoù goulevel :

~ an darvanañ treolel ;

~ an darvanañ arskarek.

2. Hentennoù muzuliañ , arloet ouzh un urzhiataer pe ur reizhiad stlennegel stalet endeo :

a) Hentennoù dornel :

~ ar spletadoù arnod ;

~ ar standilhonoù.

b) Hentennoù goulevek pe funiek :

~ ar roudennadoù jederezhel ;

~ ar gouarnerioù meziantel ;

~ ar gouarnerioù periantel.

II. HENTENNOÙ NEVESOC'H :

Ar reizhiadoù ardeiñ digonadur an urzhiataerioù.

III. HENTENNOÙ NEVESAÑ :

Ar reizhiadoù emgefreek ardeiñ an digonadur . Gant ar reizhiadoù ardeiñ an digonadur eus ar remzi kentañ, anemgefreek, e vez renet distag an tennadoù : euvriñ ar stlennadoù o tennañ d'an digonadur, o c'heweriañ, o c'hadaviñ e-barzh ur stlennvon, dasperzhiañ e kerzh ar reizhiad stlennegel. Gant an emdroadurioù diwezhañ, e teuer a-benn da fiziout tamm ha tamm en ijinenn ar gwezhiadurioù dornel hag e tostaer d'ur reizhiad sturiañ emgefreek ar reizhiadoù stlennegel.

Sl. [jeu d'essai +] [mix] [moniteur +] [simulation] [système de gestion de performances des ordinateurs]