Preder

Geriadur ar stlenneg

tabletabletaolenn b. ―où
  1. Teskad gwerzhadoù eus ur gevreizhenn a-geñver gant gwerzhadoù an argemmenn(où) diazalc'h. Peurliesañ e vez keitodet ar gwerzhadoù war an entremez desellet. Skouer : taolenn ar gwerzhadoù eus ur gevreizhenn f (x ) a-geñver gant gwerzhadoù x , o kreskiñ eus 0 da n gant ur skar α.

  2. Rizh trevnañ ur bodad roadennoù, ar re-mañ o vezañ rannet etre daou stroll : an igorelloù hag ar stlennadoù ent strizh. Danzeet e vez an daolenn hevelep ma arglasker un elfenn stlenn adal he igorell, houmañ o taveiñ a-wechoù da lies elfenn.