Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

Hystérie traumatique.traumatische Hysterie.traumatic hysteria.darfell daraezel.

Rizhenn darfell deskrivet gant Charcot etre 1880 ha 1890 : da heul un daraez korf, e stader azonoù kreudel, peluzioù dreist-holl, oc’h anadiñ goude ur prantad enkel alies, hep ma c’hallfed o displegañ dre ur wikefre vevedel. (sl. NÉVROSE TRAUMATIQUE ; TRAUMA, TRAUMATISME (PSYCHIQUE)).