Dourenn a zo er plant, er frouezh hag a c'haller dastum ouzh o gwaskañ. Termen damgevatal da chugon ha sun (sun frouezh pe chug frouezh, da skouer). Talvezout a ra ivez an hanc'herioù-se evit an dourennoù a zastumer diwar boazhidigezh legumaj pe gig. Tanav eo an diforc'hioù ster etrezo. Lavaromp neoazh e c'haller o renkañ war ur skeul o vont eus an dourenn grai d'ar prientadoù danzeetoc'h : sun → chug → chugon → saourenn. (Sl. sun, saourenn).