Preder

Geriadur ar geginouriezh

coulis ; suc, juschugon g. -où

Flastrenn liñvel bet dre boazhañ legumaj (tomatez tamouezet) pe kresteneged, arveret evel soubilh, pe evel elfenn evit hevlazañ un hilienn, pe c'hoazh evit prientiñ un iskell, ur biskennad da skouer. Ar chugonoù frouezh zo lipigoù prientet diwar frouezh bouedek ha frondek, arveret kriz pe boazh da ambroug etremeuzioù tomm pe yen, skornennoù pe frouezh ledvervet. (Sl. soubilh, hilienn, iskell).