Embann a reomp amañ un arroud eus levr Roparz HEMON Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh, deuet er maez e 1931. Tennet eo diouzh ar pennad anvet A-enep d'ar gelennadurezh divyezhek.
Ar brezhoneg evidomp eo ar frankiz ; ar galleg ar sklaverezh. Petra a ra dimp bezañ gouiziek ma ne c'hellomp ket bezañ dishual ? Bez' ez eo Breizh ur vroadelezh ! Neuze ne c'hell ket kaout div yezh. Pobl ebet n'he devo biken. Etre ar brezhoneg hag ar galleg ez eo ret dibab. Ar brezhoneg a zibabimp, pe ne vimp nemet bugale, ha gwashoc'h, tud digalon. Ha ma tibabomp hor yezh n'eo ket dre m'eo « yezh hon tadoù », nag « hor yezh muiañ karet », na « yezh ar galon », nag an holl draoù goullo a vezer boas da glevout gant tud na ouzont ober netra hep goulenn digarez…
Evidomp-ni ra vo gwasket ha sanket en hor penn ar wirionez-mañ : lazhomp ar galleg pe ar galleg hol lazho. Pep unan ac'hanomp a fell dezhañ harpañ ar brezhoneg. Ra falvezo da bep unan ac'hanomp dizeskiñ ar galleg, stourm outañ e pep lec'h hag e pep amzer, stourm evit ur Vreizh vreizhat penn-kil-ha-troad ha n'eo ket hanter c'hall. Pet ac'hanomp a gredo ober ar c'hammed nevez-se ha lakaat ar re all d'e ober.