- Aozer : Chantal ha Yann-Baol AN NOALLEG
- Al levr : 2024 p.
- Pellgargañ digoust : a_zeiz_da_zeiz.pdf
Abaoe pell e felle dimp sevel ul levr keginouriezh, n’eo ket unan klasel ma kaver rekipeoù a bep seurt urzhiet mat ha diaes alies, hogen unan a sell ouzhimp, eleze o tisplegañ ar meuzioù a brientomp a zeiz da zeiz diwar rekipeoù eeun, aes da gas da benn gant an holl. C’hoant hor boa lakaat war ar paper — pe keflinenn ! — hon rekipeoù. Ne vo ket kavet darevadoù gant kig pe pesked, da skouer. Ne zebromp ket mui kig, met pesked pe kregad a brientomp bep an amzer. Seurt alejadoù gouranavezet a gaver displeget e pep lec’h ha n’omp ket evit degas traoù nevez war an divoud. Boued aod a zebromp, rak lavaret e vez e sav kudennoù gant an hanren hep kig evit a sell an degasadennoù vitamin, an hini B12 pergen. D’an dud da deurel evezh ! Dav gouzout e kaver ar B12 er meskl hag er sardin, ar re e boestoù mir ivez. Tu zo ivez da euvriñ klokaennoù vitamin...
War-lerc’h Geriadur ar Geginouriezh e teu an oberenn-mañ da reiñ un nebeut skouerioù da ziskouez e c’hell an hevlezouriezh mont gant hentoù nevez, zoken e Breizh. Ne zinac’homp netra diouzh hengoun keginañ ar vro ha brudet e chomo evit he handaolioù boas, gant gwir abeg. Koulskoude, war dachenn ar geginouriezh — evel war dachennoù all — ned eo ket echu an istor ha krediñ a reomp e c’hellomp boulc’hañ avanturioù nevez e Breizh hag en hon yezh ! Ar 59 rekipe a ginnigomp a zle bezañ sellet evel skouerioù, hag anat eo e c’hello an holl dud fardañ reoù all dre gemmañ ar c’hedaozennoù. Spi hon eus e vo komprenet ez eo hebleg kenan seurt doare da aozañ boued ha n’eus harz ebet d’an awen.
Gwir eo e plijfe dimp embann al levr war ar paper, hag unan kaer e ve, hep ket a var, gant luc’hskeudennoù ar meuzioù. Hogen lakaet e vo war load PREDER da gentañ, pezh a roy an tu da wellaat, da glokaat ha da emvataat eus evezhiadennoù al lennerion hag ar bleustrerion. Taolet hon eus ivez ur sell ivez war ar Gwe ha laouen omp bet o stadañ ez eus loadoù o plediñ gant ar geginouriezh e brezhoneg, hepkigour zoken. Evidomp a striv da gaout ur yezh pinvidik evit komz eus boued, rak soñjal a ra dimp e krog avezusted ur meuz gant an doare da gomz diwar e benn. N’eus met gwelout pinvidigezh ar yezh a-zivout ar gwin...