Diwar-benn amprevanoniezh Vreizh
- Aozer : Yann CHEREL
- Al levr : ISSN 1958 – 1793 Les Cahiers du Gretia niv. 5 – 2010 84 p., 21 X 29,7 cm
- Priz : 17 €
Anat eo hon eus kudennoù bras e-leizh da zirouestlañ : kudennoù a denn d’ar politikerezh, d’ar gevredigezh, h.a. Daoust da se eo ret dimp ivez furchal e pep danvez hag e pep lec’h.
Pa vezer o skrivañ e brezhoneg, o lenn, o studiañ, ez eo Breizh a zo o vevañ.
War a gredan, evit c’hoazh, n’eus bet skrivet netra en hon yezh diwar-benn an amprevaned. Ec’hon eo ar park, bras e vo an eost. Mederion a c’houlenner.
Studi an amprevaned zo stag ouzh studi al louzeier ma vevont warno, pe al loened ma vevont diwarno.
Studi al louzeier, he unan, zo stag ouzh studi an dachenn, an douaroniezh, an hinad, natur an douar…
Arroud eus digoradur (1943) Yann Cherel d’an embannadur kentañ, Preder, 1969.