- Aozer : Goulven PENNAOD
- Al levr : 1979 - 1, 176 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-51-3
- Priz : 8,23 €
Klokañ levr gouestlet d’ar c’hrennvrezhoneg eo. Diazezet eo Dornlevr Krennvrezhoneg war al labourioù sevenet abaoe dibenn an 19vet kantved a-zivout yezh ha lennegezh ar c’hrennvrezhoneg.
Unnek chabistr a ya d’ober an dornlevr ; gouestlet int d’ar mouezhiadoù, d’ar c'hemmadurioù derou ger, d’ar ger mell, d’ar pennanv, d’an adanv, d’an niveroù, d’ar raganvioù, d’ar skorelloù, d’ar verb, d’an adverboù, d’an araogennoù, d’ar stagelloù ha d’ar werzaouriezh. Kavet e vo evit pep chabistr ur fonnder a skouerioù. Un treuzskrivadur skoueriekaet eus ar c’hrennvrezhoneg int, aozet evit bezañ d'an tostañ ouzh hon doare skrivañ a vremañ, met ho terc’hel, bewech ma vez ret, spisverkoù ar mouezhiaderezh krennvrezhoneg. Talvoudus eo al levr da neb a fell dezhañ klokaat e anaoudegezh eus ar brezhoneg