- Aozer : Fañch Elies Abeozen
- Al levr : 2013–2, 256 p., 15,5 x 22 cm, ISBN 978-2-901383-75-8
- Priz : 21 €
En eil embannadur-mañ ez adkaver notennoù prientiñ ar c’hentelioù lizheregouriezh a roas Abeozen war ar Barzhaz-Breizh e Skol-Uhel Emil Ernod Roazhon e 1941.
Daou boent da gentañ a-zivout ar c’hentelioù o unan :
- da zanvez o deus 16 kanaouenn hepken diwar ar 56 a ya d’ober lodenn gentañ ar Barzhaz-Breizh ;
- urzh ar c’hanaouennoù studiet gant Abeozen n’eo ket an hini a roe dezho Kervarker en e levr.
Adkemeret hon eus holl destennoù an tri c’haier deuet e gouloù gant Preder etre 1959 ha 1961. Fealañ gwellañ omp chomet da destenn Abeozen —nemet war ur poent : evit mad studierion hon amzer, ouzh hanc’herieg dispredet an termenoù gramadegel hon eus erlec’hiet an termenoù a veizont.
Moarvat eo aet istorel hiziv ar c’habaduilh a bade abaoe ur c’hantved en dro d’ar Barzhaz-Breizh — klozet ma voe bennozh d’ar sklerijenn taolet warnañ gant imbourc’hioù pervezh hag onest Donatien Laurent. Seul briziusoc’h a se e chom ar studi pizh, gwerzenn ha gwerzenn, renet gant Abeozen war ar barzhonegoù eskoret e gweur ar brezhoneg kempred.
A-gemparzh d’ar C’hentskrid aozet gant Per Denez evit an embannadur kentañ, hon eus ouzhpennet un Dianskrid a zo ar pennad a skrivas Jakez Riou a-zivout ar Barzhaz-Breizh end-eeun e 1929 war Le Courrier du Finistère.