Geriadur ar brezhoneg kempred
- Aozer : Yann-Baol AN NOALLEG
- Al levr : 1995 ‑ 1, 328 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-11-4
- Priz : 24,39 €
E div yezh : galleg, brezhoneg
Disoc’h ur c’henlabour eo, boulc’het e 1962 gant diazezerion an Deskadurezh eil derez (S.A.D.E.D.), kendalc’het gant aozerion ar gelaouenn Emsav, hag adsammet adalek 1980 gant an imbourc’herion bodet en-dro da Yann-Baol An Noalleg. Frouezh eo enta da strivoù daou remziad tud prederiet gant kedvuhez ha lavar o amzer, reoù anezho o kaout staeloù en obererezh armerzhel pe e kelennerezh an armerzhouriezh. Kavet vo, en 12 000 termen a ya d’ober ar geriadur, un danvez puilh da lavar ar pemdez. Ur gerva brezhonek a gloka al levr.