- Aozer : Chantal ha Yann-Baol AN NOALLEG
- Al levr : 2012-4, 174 p., 15,5 x cm, ISBN 978-2-901383-73-4
- Priz : 19 €
A holl viskoazh eo bet pouezus bras e Breizh ar c'hudennoù o tennañ d'an debriñ ha hiziv an deiz c’hoazh ez eo diazezet armerzh ar vro war ijinerezh ar boued. Piv n’en deus ket klevet anv eus krampouezh, kaoteriad, kig ha fars, kig moc'h, kig bevin, kouign amann ? Er yezhoù all ivez e paota al levrioù kegin a-zivout an hevlezouriezh vreizhat. War ar Gwe e tiwan loadoù oc’h embann rekipeoù ha geriaouegoù, dizunvan re alies. Buan hon eus komprenet avat e oa berr hanc'herieg vrezhonek ar Geginouriezh, daoust d’al labourioù kaset da benn adalek ar bloavezhioù seikont gant Preder ha da loazioù pinvidik — diresis ivez — ar yezh voutin. Setu perak hon eus kavet e oa ret holl sevel un oberenn glokoc’h war‑benn bodañ ha resizañ an termenoù, ledanaat ar c'heriaoueg ha pourchas d'an holl gwitibunan — keginourion, gwevistri, aozerion, hevlezourion — ar binvioù rekis da genderc'hel gant o hent. Skouerioù en div yezh hon eus roet evit an darn vuiañ eus an enmonedoù ha despizet hon eus ivez termenoù ’zo e brezhoneg, gant ar spi da ziorren dre se lavar arnevez ar Geginouriezh en hon yezh. Klokaet eo al levr gant ur menegva gallek, ennañ tost da 2 800 termen.