- Aozer : S.A.D.E.D.
- Al levr : 2010-2, 256 p. 15,7X 22cm, ISBN 978-2-901383-71-0
- Priz : 22,00 €
Strollad an Deskadurezh Eil Derez (SADED) oa e vennad lakaat en e sav ur c’helennerezh a live gant ar c’hlasoù dibenn studi hag ar bloavezhioù kentañ skol veur. E 1963 ez embanne e gentelioù kentañ. Roet e veze ar re-mañ dre lizher e-doug ar bloavezh ha da geñver devezhioù studi e-kerz an hañv. Berzh a reas diouzhtu ar skol. Deraouet gant pevar rummad : Lennegezh, Istor, Fizik, Douaroniezh, goude pemp bloaz e tiraeze ur raklun a 150 kentel war 12 danvez, en o zouez ar Vevoniezh, ar Ventoniezh, ar Gimiezh, ar Yezhadur hag, en derez skolveurel, ar C’hrennvrezhoneg, an Armerzhouriezh, an Ensavadurioù politikel, ar Gwir bonreizhel.
Ur perzh heverk gant kentelioù Yezhadur SADED eo e lakaont a-wel un hil a skrivagnerion eus an 19t hag eus deroù an 20t kantved (MORVAN, ROUDAUT, AR C’HOAD, INISAN, UGUEN, h.a.) a lakaas ar brezhoneg da emdreiñ etrezek un eztaolusted hag ur galloud dezevout n’en doa biskoazh anavezet. O skridoù, kelennoù ha prepozioù relijiel hep digentegezh pe troidigezhioù eus ar Bibl, a voe tennet eus an ankounac’h en eil hanterenn eus an 20t kantved bennozh da imbourc’hioù gramadegourion evel pennaozer ar c’hentelioù-mañ, René LE GLÉAU.
An embannadur a ginnigomp a adkemer kraf ha kraf kentelioù 1966 en o fezh. Abaoe grez SADED neoazh ez eus bet renet imbourc’hioù all war ar yezh ha diorreet un dermeneg yezhoniel un tamm mat resisoc’h. Nevesaet eo bet an displegadurioù ha liesaet an ergrafoù.
E dibenn pep kentel hon eus dalc’het testenn ar poelladennoù o doa d’ober ar skolidi ha, diouzh an dro, ar poelladennoù skouer. Evit ar bommoù lennegel o skoueraat ar c’hentelioù, d’ar re meneget e 1966 hon eus ouzhpennet re nevez tennet eus al levrioù deuet er-maez abaoe. Evel er c’hentelioù orin e vez meneget ar skouerioù er skrivadur unvan.
Notet e vo an daskemmadenn graet e talbenn al levr : ouzh Yezhadur — deskrivadur ar yezh evel m’emañ boaziet gant he arveriaded — eo bet erlec’hiet Gramadeg, eleze studi ur yezh evel furm dibarek eus al lavar.