- Aozer : Yann-Baol AN NOALLEG
- Al levr : 2001 - 4, 300 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-53-X
- Priz : 21,34 €
- Pellgargañ digoust
Setu daouzek kentel frammet klasel, pep hini oc’h echuiñ gant kudennoù diskoulmet ha poelladennoù da ober.
Hon preder ouzh o sevel zo bet dougen ar skolidi d’an imbourc’h ha d'an imbroud, dre o gourdonañ da gentañ war embreg ar jederez pe an urzhiataer hep gwallegañ evit kelo ar jediñ anskriv. E kentelioù ‘zo hon eus ebarzhet krefen o vont pelloc’h eget ar rekizoù boas, d’ar c’helenner d'o arverañ diouzh ma vo tu. Heñvel dra, en darn IMBOURC’H eus ar poelladennoù e kavo an deskarded peadra da lakaat o ijin da labourat war-benn piaouekaat tamm ha tamm ar poellata dezreat ha ren un obererezh jedoniel leun, etre traoù all emvataat eus o fazioù : e-lec’h bezañ seizet ganto, kavout enno ur broud d’an araokaat. En amkan-se hon eus kinniget un toullad mat a boelladennoù a bep seurt, o c’houzout ervat e c’hallo ar c’helenner kavout reoù all el lizheradur. Pezh a laz, hervezomp eo an diskoulmañ poelladennoù, an diluziañ plegennoù en un diarsell skiantel a youl gaer
Dalc’het hon eus da rikted an termenoù o tec’heriañ ar meizadoù jedoniel ha se dre zamantiñ da sklaerded ha da resisted ar yezh evel ma tere a du ‘rall ouzh hon diskiblezh. E gwir, an avel a c’hwezh a-du. Ha re hardizh e ve tennañ splet eus yaouankiz nevez ar brezhoneg, eus ul liantiz dianav da galz yezhoù, eus ur c’hondoniad derveur a loazioù digorvo ?