Setu LAVAR 23, an eil o vezañ embannet da gentañ war load PREDER. Ar pezh a vennomp ober eo sevel un araez diziouerus evit ar vrezhonegerion, un dave ma vo kavet ar gerioù ret evit ren ur vuhez kempred dre ar brezhoneg. Seurt benveg ne c'hell ket bezañ tra un den hepken hag emaomp oc'h amparañ ul laz e sell da gas hon erbar war-raok. En ul lankad kentañ e vo kinniget un nebeut levrioù war a bep seurt tachennoù, eus ar rimadelloù evit ar vugale, da levrioù keginouriezh, kimiezh h.a.

Gwir eo e kaver war ar Gwe loadoù o kinnig “gerioù”, hogen ar peurliesañ ne vezont ket solius ha n'int ket evit bezañ diazez un egin a vuhez kevredigezhel. Ned eo ket spirus kaout gerioù avat. Emañ ret o arverañ. Hag engortoz emaomp a welout eskoridigezh ul lennegezh a live uhel, hep ankounac'haat ar fiñveier, hag an holl arzoù. Spi hon eus ivez e vleunio al labourioù skiantel, e doare ma teuy hon yezh da vezañ ur vammenn a grouidigezh. E berr, ur yezh vev.

N'emaomp ket en un emdouell glez, avat. Gouzout a ouzomp e vo skoilhoù e-leizh war hon hent. Daoust da se, mar taolomp ur sell war hon c'hiz, e stadomp hon eus kaset da benn ul labour hep e bar, ha war an diazezoù-se ez omp e-tailh da sevel hon ti. Hon yezh zo hini an emsav, eleze hon ti dimp-ni hon unan ha n'eo ket ar foukenn laosket dimp gant ar veli estren. Splann eo ivez e vo ret amparañ aozadurioù all, met hep ur yezh a sevenadur, ar peurrest ne dalvez da vann.

A-c'houde kalzik a amzer ez eus anv a sevel ur Geriadur hollek ha kavet e vo ivez war LAVAR 23 anv a GEHOL. Evit seveniñ ar raktres-se, avat, ez eus un niver mat a amplegadoù da gefleuniañ. Ne spir ket an entan. Ur chanter war gevraokaat dalc'hmat e vo ha lakaet e vo ivez war load PREDER. Ret e vo prederiañ a-zivout an doare da erouezañ disoc'h al labour. Evel ur geriadur klasel divyezhek, da skouer ? Pe un dra all kevazasoc'h ouzh ul load war ar Gwe ?