- Aozer : Pierrette KERMOAL
- Al levr : 2002 - 4, 256 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-56-4
- Priz : 23,00 €
Hag ijinañ a rae Roparz Hemon, o sevel Gwalarn e 1925, e kroue darvoud pouezusañ an XXvet kantved e buhez Breizh ?
An darvoud pouezusañ, ya, hep mar ebet, daoust da reuzioù ar c’hantved tremenet, daoust d’an daou vrezel : rak n’eo ket diwar un distruj e c’haller sevel un dra bennak.
En amveziadoù fallañ, setu ma tiwan ul lennegezh evel n’he doa biskoazh anavezet Breizh, evit a ouzomp.
Hogen n’eo ket e par al lennegezh ez eus da gompren obererezh Gwalarn.
Gwalarn a zegas un troc’h e-keñver kement tra a oa en he raok, ha kement tra a oa kempred dezhi. An islonk he deus digoret zo bet kleuziet, ledanaet gant pep oberenn savet adal 1925. Ha pinvidikaet : gant heulierion Gwalarn, ar re o deus komprenet petra oa he skod, ha gant ar re ivez o deus klasket he dinac’h, rak o skridoù ne reont nemet kenmegiñ he degasadennoù. En egor nevez-se, lec’h a grouiñ eleze a rezid, eo hon eus da annezañ. Mar bez dazont da vuhez ar spered e Breizh, ez eo e hiladur Gwalarn e kavo e andon voniek, hag e lec’h all ebet.
Setu pezh a ‘m eus klasket diskouez amañ dre studiañ un darn eus oberennoù Roparz Hemon : e zastumadoù kevellennoù, e romantoù estreget ar romantoù polis, hag un nebeud barzhonegoù diouzh an dro.
Evito da vezañ darnel, an arnodskridoù-mañ a ginnig linennoù stur evit kompren ster oberenn ar skrivagner en he fezh, ur stern daveiñ e c’hallint amparañ da gas pelloc’h ha donoc’h an dielfennadur. Ar savboentoù eztaolet zo personel, anat eo, soliet avat war ul labour dezvarnerezh aketus, pizh ha resis.
Pep pennad a c’hell bezañ lennet en e bart ; hogen an heklevioù niverus a zo eus an eil re d’ar re all a denn da binvidikaat an hollad.
E dibenn al levr-mañ e vo kavet div studienn embannet pell zo evit ar wech kentañ : « Eus gwarizi vras Emer da Vari Vorgan », ha « Gwalarn hag ar vojennouriezh hentgeltiek : Youenn Drezen ha Roparz Hemon ».
Ne gavan ket diezhomm o advoulañ amañ. N’o skrivfen ket bremañ en hevelep doare, a dra sur, hogen evit a sell ouzh an endalc’had, war bouez un nebeut elfennoù a denn rik da vuhez ha kealiad an Emsav er mare m’int bet savet, e c’hellont degas sklerijenn war an oberennoù a zo studiet enno ». PK (arroud eus ar c’hentskrid)