Atav eo kentelius lenn ar c'helaouennoù a bep neuz embannet e Breizh, zoken pa 'z eo difraost a-grenn stummadur ar skrivagnerion. Kenteliuz, met ivez skouerius eus spered seizet tud a fell dezho komz en anv an emsav.
Lidet eo bet e meur a zoare hanter-kantved deiz-ha-bloaz emsavadeg Dulenn. Ar pennad « Embers of Easter » embannet gant Conor Cruise O'BRIEN war ur stagadenn d'an Irish Times ha troet nevez zo e galleg war ARVRO a zo bet skrivet a-zivout an emsavadeg-se, ma n'eo ket en enor dezhi. Gouzout a reer e oa Conor Cruise O'Brien kannad Iwerzhon en Aozadur ar Broadoù-Unanet. Mat eo gouzout ivez en deus bremañ kannad Iwerzhon kavet repu en ur skolveur amerikan evel arbennigour war gudennoù ar Trede-Bed.
A-hed pajennoù e tispleger deomp n'o doa ket emsaverion Dulenn dibabet mat o c'houlz. Gwelloc'h e vije bet dezho gortoz ar bloavezh 1918, heuliet ma vijent bet neuze gant Europa a-bezh, evel ma hete Lenin e-unan. Hag ar skrivagner da zisplegañ deomp n'he deus ket graet emsavadeg Dulenn gwalleur Iwerzhoniz hepken, met ivez hini an holl reuzeudeion en Europa, ha marteze zoken gwalleur an holl re a zo marvet e-pad an eil brezel-bed. Setu sur-mat un dezenn na vezer ket boas outi : sammañ war stourmerion Iwerzhon kiriegezh an eil brezel-bed ha se gant ur c'hannad kozh eus Iwerzhon, dilezet gantañ e vro evit ur plas mat er Stadoù-Unamet. Marteze e tiskoulmo kudennoù broioù isdiorreet an Trede-Bed gwelloc'h eget re e vro c'henedik, pezh n'eo ket sur, met ra baouezo da damall en doare-se e vreudeur kalonekoc'h egetañ a zo chomet da stourm e-touez o fobl. Lavaromp c'hoazh en doa Lenin mennozioù resis a-zivout ar politikerezh hag e teuas a-benn d'o seveniñ e Rusia. Mennozioù koumoulek en doa ivez diwar-benn an etrevroadelezh peogwir e kemmas raktal ur wech en em gavet e penn gouarnamant Moskov betek skoulmañ diouzhtu darempredoù gant ar gouarnamantoù kevalaour, ez-resis hini London.
Goude e klasker reiñ da grediñ n'eo disheñvel ar Ouezeled diouzh ar pobloù-all nemet dre o relijion skignet dre ar bed a-bezh. Moarvat o deus ar Ouezeled un doare dezho da zisplegañ o feiz kristen, met diboell eo lavarout n'int diforc'h nemet dre ar relijion. Gouzout a reer, pezh a hegas O'Brien eo kudenn ar yezh hag ar Stad Iwerzhonat. Tud evel Tone ha Pearse ne varvont ket en aner, emezañ, met ar stad savet gant o diskibled a ziskouez o deus c'hwitet o goanagoù. Moarvat n'he deus ket Stad Iwerzhon degaset ar baradoz war an douar-mañ, pezh n'eo ket he fal, hogen roet he deus tro da Iwerzhon da vezañ ur vro adarre en-dro, arabat ankounac'haat, ha m'eo bet O'Brien e-unan e penn ar Broadoù-Unanet ez eo emichañs en abeg d'ar Stad adsavet e Iwerzhon. Ma n'eo ket bet graet pep tra du-hont en deskadurezh, pezh a zo anat, piv a zo da damall, nemet ar re a dec'h dirak ar stourm evit repuiñ e goudor ar skolioù-meur estren. N'eo ket boemus stad an iwerzhoneg, met mat eo kounaat ne vefe bet spi ebet ken d'ar yezh-se anez emsavadeg Dulenn hag ar Stad disoc'het goude. Ur spi a zo bremañ e trec'ho ar yezh vroadel un deiz, en abeg da unvanidigezh ar skrivadur ha da grouidigezh ul lennegezh arnevez n'eo ket didalvoud tamm ebet. Rummadoù iwerzhonegerion a youl a zo ivez o kreskiñ e Dulenn. Ma kendalc'hont gant an hent nevez digoret e c'hellint un deiz peuriwerzhonekaat o enezenn ha trec'hiñ da vat war ar re o deus fallgalonet en hent.
War ar gelaouenn « Breiz » niv. 111 e lennomp testenn ur brezegenn displeget gant Yann GUYOMARC'H an 13 a viz Du 1966 e Pondi, e Bodadeg-Veur Kendalc'h : « Former des hommes capables de servir » pe « Stummañ tud gouest da servijout ». Setu ur mennoz mat evit kregiñ. Displegañ a ra kadoriad kendalc'h perak n'eo ket deuet a-benn da lakaat an tabutoù da ehanañ e diabarzh ar gevredigezh folklorek-se. Da gentañ eo bet klasket ober un emglev a-zivout aozadur ar gouelioù, o hetiñ e vefe tu da astenn an emglev-se tamm ha tamm war dachennoù-all. Hag ar c'hadoriad da anzav n'eo ket deuet a-benn peogwir e kred n'emañ ket an holl a-du ma rafe berzh seurt emglev, koulskoude a-hed an hanter eus ar brezegenn e tispleg ar prezegenner arguzennoù degemeradus.
En em sevel a ra da gentañ kadoriad Kendalc'h a-enep ar re ne fell dezho nemet folkloriñ war an digarez n'eus tu da ober netra-all hervezo gant ar re yaouank. Ar re-mañ ne vezent dedennet nemet gant baleadennoù, gant evajoù ha gant ar merc'hetaerezh. Perak aheurtiñ neuze. Dansomp mat eta ha ne vo ket ken fall-se dija. Met ar c'hadoriad a c'halv a-enep an dic'hoanag-se statudoù nevez Kendalc'h votet e miz genver tremenet hag a lavar eo diazezet ar strollad war ar youl da reiñ d'ar re yaouank ur gwir spered breizhat dre studi ha pleustridigezh ar sevenadur hag an arzoù brezhon.
Met abegoù donoc'h a zo d'ar stourm emezañ : ar c'helaouennoù a bep seurt a ziskouez pegen ankenius eo dazont an armerzh. Dre-holl e klever keneiled, kerent, maered, dileuridi ar sindikadoù hag an aozadurioù armerzhel o tamall isdiorreadur ar vro ha divroerezh ar re yaouank gouest da labourat, divarrek ma 'z int da gaout amañ ul labour dereat. Kemer a ra neuze Kendalc'h ar gwir da reiñ d'ar re yaouank ur spered breizhat, dres peogwir ez eo en abeg d'an diouer a spered breizhat eo e c'hoarvez an holl drubuilhoù meneget. Mar bije en em glevet izili Kendalc'h war ar poentoù-se abaoe 20 vloaz ne vijed ket bremañ o c'hortoz un diskoulm diouzh an diavaez d'ar c'hudennoù armerzhel pe gevredigezhel, met stummet e vije bet an dud gouest da sammañ ha da ziskoulmañ an enkadennoù-se.
Vad e ra memes tra klevout komzoù poellek a-berzh rener Kendalc'h, daoust ma 'z eo evit anzav en deus c'hwitet an aozadur-se evit lod war stummadur ar re fiziet ennañ. Pezh a zo diaes da lonkañ avat eo eil lodenn ar brezegenn. Resizañ a ra raktal kadoriad Kendalc'h n'en deus ket an aozadur-se da gemer hent an ober politikel pe armerzhel, met da gKendalc'h eo da brientiñ an dud prest da gemer an hent-se. Prientet e vo eta an dud dre gelloù-diazez an aozadur, da lavarout eo dre ar c'helc'hioù keltiek hag ar bagadoù. E pep kêr, e pep kumun e tle ar c'helc'hioù bezañ ar goell evit ar gevredigezh a-bezh, dre an intrudu war bep tachenn. N'eo ket o plediñ gant ar folklor tremenet kant vloaz zo, met dre blediñ gant ar folklor a-hiziv, an hini gwirion, na petra 'ta. Evit echuiñ e kinniger deomp kenderc'hel da c'hoprañ ur sekretour a greizenno aozidigezh ar gouelioù. A-hend-all emañ Breizh o vont da get araok pell, ha da heul ar folklor.
Petra soñjal a-zivout seurt arguzennoù ? Da gentañ avat e c'heller bezañ a-du gant rener Kendalc'h pa ne fell ket dezhañ e kemerfe an aozadur-se an hent politikel war-eeun. A-du ivez evit ma vo stummet evelato gant Kendalc'h stoumerion evit ar vro, lakaomp. Hogen, pe stummadur a ginnig Kendalc'h reiñ d'ar re yaouank eo kiriek anezho ? Hini ebet, nemet c'hwezhañ er vombard pe er biniou. Digalonekaus eo eil lodenn prezegenn Yann Guyomarc'h eta evit nep a stourm evit Breizh. Digalonekaus ivez evit ar re yaouank a glask o hent hag a nac'her diskouez dezho an hent gwirion. Ouzhpenn ez eo digalon tamall ar re yaouank en abeg d'o diampartiz peogwir n'eo ket int a zo kablus, met ar re a fell dezho ren aozadurioù-yaouankiz e Breizh war un hent dall. Ma ne fell ket da gKendalc'h mont da get eo ret d'ar renerion diskoulmañ o dislavaroù ha diazezañ ur steuenn resis evit stummañ o re yaouank a zo a-hend-all o vont da ziflipout diganto. Ar stummadur brezhon a grog gant elfennoù istor Breizh hag istor an Emsav, ha gant diazezoù ar yezh vroadel. N'eo ket gant pennadouigoù diwar-benn darvoudigoù c'hoarvezet e Breizh e vez vez kelennet an istor, met gant welidigezh klok eus istor politikel ar vro, adalek diazezidigezh ar Vrezhoneg en Arvorig betek an deizioù a-hiziv. Ne c'hell ket Kendalc'h padout da guzhat ouzh ar re yaouank fiziet ennañ istor an Emsav en ugentved kantved anez en em renkañ e-touez an aozadurioù a zalc'h ar Vrezhoned en deñvalijenn hag ouzer dija petra a c'hoarvezo ganto un deiz. Preder kentañ renerion Kendalc'h a zle bezañ neuze en em stummañ o-unan dre zeskiñ ar yezh hag an istor ha prientiñ ar strollad da genlabourat gant an emsavadurioù-stad emeur o tiazezañ e Breizh. Arguzet e vo vo n'eus ket tu da vont re vuan. Respontet e vo ez eo d'ar renerion da gregiñ diouzhtu gant studi ar yezh ha da zisplegañ d'ar c'helc'hioù n'eus silvidigezh ebet evit Kendalc'h en diavaez d'an hent-se. Ma n'int ket gouest da gelenn o-unan ar yezh eo dezho da c'hoprañ kelennerion stummet (lakaomp gant Strollad an Deskadurezh Eil Derez) a raio al labour en o flas hag a raio eus ar c'helc'hioù gwir greizennoù a sevenadurezh. Ar c'helc'hioù o devo ivez na petra 'ta da zegemer e ve evezhiet al labour-kelenn gant ensellerion kefrediet. Kendalc'h a zle en em brientiñ d'ar c'henlabour evit reiñ d'ar yaouankizoù an deskadurezh vroadel o deus ar gwir da gaout. Ma ne zeu ket a-benn ar renerion d'en em glevout war ar gudenn-se eo kenkoulz dezho divodañ Kendalc'h adal-bremañ.