Div rann bennañ an armerzh, pa seller ouzh ar c'henderc'h, eo ar gounezerezh hag ar greanterezh.
Ar gounezerezh, pe gounit-douar pe labour-douar, zo anezhañ ar c'henderc'hañ plant ha loened plantdebrer. Ar c'henderc'hañ loened a vez anvet c'hoazh magerezh, magañ chatal. Un den o ren gounezerezh a reer anezhañ ur gounideg, pe ul labourer douar, pe, dibaotoc'h, ur gounezer-douar, ur gounezer ; pa vez e penn un embregerezh distag, en en anver un tieg. Un embregerezh labour-douar zo un atant ; un atant renet gant un tieg zo un tiegezh ; ren un tiegezh zo tiekaat.
Madoù-kenderc'hañ ar gounezerezh zo : a) an douaroù hag an adeiladoù1 tiez-annez, tiadurioù-korvoiñ2 b) ar chatal, a dalvez d'ar bevezerezh, met ivez d'ar c'henderc'h k) an ardivinkoù. Al lodenn eus an douar a dalvez d'ar gounezerezh eo ar gwiskad-gorre, a reer anezhañ gwiskad aradus pe atil.
Daou zoare pennañ da lakaat an douar da dalvezout, – pezh a lavarer c'hoazh : da drevekaat an atiloù, – zo anezho : a) ar gounezerezh askoridik, a glask tennañ ar muiañ frouezh diouzh ar bihanañ gorread douar ; b) ar gounezerezh astennidik, a glask trevekaat ar brasañ gorread gant ar bihanañ labour.
E broioù 'zo ez eneber daou zoare gounezerezh : unan henvoazel, oc'h ober gant doareoù-gounit a c'hiz kozh, eleze hep kalz ardivinkoù, hep temzoù kimiek, en ur ger hep tennañ e vad eus araokadennoù ar ouezoniezh ; unan arnevez, o klask gwellaat bepred e zoareoù-labourat dre ober gant ijinennoù niverus, temzoù kimiek, o c'houlenn o skoazell digant an dud a ouezoniezh hag ar galvezourion.
Ar plant gounezet, – ar gounezadurioù, – a c'hell talvezout d'ar bevañs : plant-bevañs, pe c'hounezadurioù bouedel, pe d'ober gwiadoù : gounezadurioù gwiadel. Kenderc'hadoù gounezel 'zo ne vezont bevezet nemet goude bezañ bet treuzfurmet en ur greanti : an darnvuiañ eus ar gounezadurioù gwiadel, lod eus ar gounezadurioù bouedel (ar boetrabez-sukr da skouer) ; komz a reer neuze eus gounezadurioù greantel.
An askorad zo an dregantad a verk ar c'hementad kenderc'het dre hektar bep bloaz ; lavarout a reer da skouer e sav askorad ar riz e Japan da 5 tonen dre hektar.
Hervez ar broioù e vez rannet an douar-atil e meur a zoare e-keñver perc'henniezh. Ar stad m'emañ dasparzh an douaroù etre o ferc'henned hag o labourerion a anver aoz ar glad. Kemmañ aoz ar glad a vez lavaret ober adaoz ar glad. Daou zoare bras ez eus da aoz ar glad : ar berc'hentiezh Stad, ar berc'hentiezh prevez.
1. Er berc'hentiezh-Stad emañ an douaroù e perc'hentiezh ar Stad ha lakaet ganti e kerz ar c'hounideion. Ar reizhiad-se3 anvet kengladegezh eo a ren en U.R.S.S. da skouer : 500 gounideg da nebeutañ zo bodet en un atant bras anvet kevelouri (rusianeg : kolc'hoz) ; en o c'herz etre 1 000 ha 8 000 hektar ; etrezo emañ boutin an douar, an ardivinkoù, ar chatal, ar c'henderc'hadoù.
2. Er berc'hentiezh prevez ez eo an douaroù da berc'henned prevez (tud pe gevredadoù) o gounez o-unan (korvoiñ dihanterat) pe o ro e feurm (korvoiñ hanterat).
2.1. Ar c'horvoiñ dihanterat a ren e meur a vro : Danmark, Alamagn (87,5 % eus an douaroù), Italia, Frañs, Stadoù-Unanet (64 % eus an douaroù) ; an atantoù a vez bihan peurliesañ hag oc'h embreger ar gounezerezh askoridik. Ar c'horvoiñ dihanterat zo bet ivez ur stad-tremen, e Sina da skouer, etre ar gourferc'hennerezh hag ar berc'hentiez-Stad.
2.2. Ar c'horvoiñ hanterat a ren dreist-holl e Breizh-Veur (80 % eus an douaroù), en Izelvroioù (60 %), e Belgia (66 %). Meur a stumm ez eus dezhañ hervez ment ha doare an atant, hervez doare ar feurm. An tieg a gemer un atant e feurm, pe e koumanant, a reer anezhañ ur feurmer, pe ur c'houmanatad.
a) Ar feurmer a c'hell paeañ ur feurm divizet en a-raok etrezañ hag ar perc'henn ; merour eo neuze, hag an atant a anver mereuri.
b) Ar feurmer a c'hell paeañ e goumanant dre reiñ d'ar perc'henn an hanter eus gwerzh e holl genderc'hadoù. Tieg war zaouhanter, pe metaer ez eo, hag an atant a anver metaeri. Ar metaerezh a vez kavet dreist-holl er broioù latin hag er Stadoù-Unanet. Dibaot eo e kreizeuropa, dianav e Breizh-Veur.
k) an tieg, perc'henn pe feurmer, a c'hell kemer e gopr implijidi anvet gwezhourion-douar, a vo :
- mevelion, mar chomont da labourat en atant a-hed bloaz ;
- gwezhourion rannvloaziat, pe rannvloazidi, mar deuont da labourat e-pad ur rannvloaz hepken ; ar rannvloazidi o tont da c'hopr evit padelezh an eost a vez anvet gopr-eostourion.
- gwezhourion devezhiat, pe devezhourion, a zeu da c'hopr diouzh an devezh hepken.
Hervez ar broioù e kemm mui pe vui an doareoù-korvoiñ ha reizhiad ar berc'hentiezh. En Argentina da skouer e ren ar gourferc'hennerezh : an atantoù, pe estancias, zo bras-ec'hon ha gopret e vez gant pep perc'henn un niver bras a wezhourion-douar, tra ma vez fiziet e metaerion darn eus ar parkeier. E Sualmagn e kaver er c'hontrol un niver bras a atantoù munut a c'hell a-vec'h bevañ o ferc'henned. Ar re-mañ a rank en em unaniñ d'ober kevelourioù ha kenstrollañ, – kengantañ, – o douaroù.
Ouzh ar gounezerezh e stager daou gorvoerezh all : ar c'hoataerezh pe korvoerezh ar c'hoadoù, hag ar pesketaerezh, a vez renet mui ouzh mui o daou evel ijinerezhioù.
- ↑ An adeiladoù zo an tiadurioù ha kement savadur 'zo.
- ↑ Korvoiñ a dalvez tennañ gounid eus un dra bennak ; amañ ez eneber an tiez-annez ouzh an tiez-korvoiñ, da lavarout eo d'ar savadurioù a dalvez evit labour an atantoù, evel al laboù, ar staolioù, h.a.
- ↑ Ur reizhiad eo kement strollad elfennoù renket kene kenetrezo diouzh un urzh ; amañ, an doare m'emañ urzhiet perc'hentiezh ha gounidigezh an douaroù.