Unan eus tachennoù ar politikerezh eo an armerzh. Studi an armerzh avat zo ur studi skiantel, ur ouezoniezh ; ne c'heller ket kregiñ ganti hep bezañ displeget an termenoù diazez anezhi, da lavarout eo ar meizadoù a dalvez dezhi da vinvioù-labour.
Da gentañ an termen armerzh e-unan. An armerzh zo kement a c'hoarvez gant ar madoù, madoù an dud, madoù ar broioù, an diwanañ anezho, an ober ganto, o distruj, an darempredoù skoulmet drezo etre an dud, h.a.
Kemeromp ar gwinizh da skouer. Ar gwinizh a vez hadet, eostet, dornet gant al labourerion-douar. An holl oberioù-se a renker dindan an anv : ar c'henderc'h ; kenderc'h ar gwinizh, kenderc'hañ gwinizh ; un atant kenderc'her gwinizh ; Kanada zo unan eus brasañ kenderc'herion gwinizh ar bed ; kenderc'had Kanada zo bet 15 milion t e 1963. En hevelep doare e komzer eus kenderc'h ar glaou, kenderc'h ar c'hirri-tan, kenderc'h an tredan, h.a.
Ar madoù kenderc'het a vez lakaet da dalvezout. Reoù'zo ne c'hellont talvezout nemet dre vezañ distrujet, ar boued da skouer : o beveziñ a reer. An distrujadur-se a reer ar bevezerezh anezhañ. Bevezerion ar gwinizh eo an dud a zebr bara ha kement boued tennet eus an ed-se.
Diouzh ar c'heñverioù a zo etrezo hag ar c'henderc'hañ hag ar beveziñ, e ranner ar madoù e madoù-kenderc'hañ, da skouer an douar ma vez gounezet ar gwinizh, ar greanti1 ma vez kenderc'het an tredan, hag e madoù-beveziñ, evel ar gwinizh, an tredan ; komz a reer ivez eus madoù-aveiñ, eleze an ardivinkoù, an aozadurioù a zeu da glokaat ar madoù-kenderc'hañ (an ijinennoù labour-douar da skouer). pe ar madoù beveziñ (al linennoù-tredan).
Un tremen a zo eus ar c'henderc'hañ d'ar beveziñ. Ar gwinizh ne vezont ket bevezet war al lec'h m'o c'henderc'her na gant ar re o c'henderc'h. An tremen-se, eus daouarn ar genderc'herion da zaouarn ar vevezerion, a reer anezhañ dasparzhañ ar madoù. Dasparzh ar madoù a gomprener gant daou ster : a) an tremen anezho eus tud 'zo da dud all, an dud-se o vezañ kenderc'herion, bevezerion pe hantererion etre an daou rumm-se, pe c'hoazh perc'henned pe get war ar madoù ; b) an doare m'emañ rannet ar madoù en ur mare roet, al lec'hioù ma emaint, an dud m'emaint en o c'herz, h.a. Ar ster a gemeromp amañ eo ar ster a), a verk un ober (ha n'eo ket ur stad evel ar ster b).
E-ser an dasparzhañ-madoù e vez renet eskemmoù. Ar gounideg a werzh e winizh. Ar vestrez-ti a bren bara. Etre an daou ez eus tremen. An tremen-se a c'heller gwelout diouzh daou zoare : a) ar gwinizh a vez treuzfurmet e bleud da gentañ gant ar miliner, e bara goude-se gant ar pober ; b) ar gwinizh a vez prenet ha gwerzhet meur a wezh en ur vont eus an atant ma vezont eostet d'an ti ma vez debret ar bara. An doare-gwelout a) zo hini ar c'halvezerezh2 ; an doare b) zo hini an armarzh. Ar maladur hag ar baraadur zo anezho darvoudoù kalvezel eus tremen ar gwinizh ; ar gwerzhañ hag ar prenañ zo anezho darvoudoù armerzhel o zremen eus ar c'henderc'her d'ar bevezer. An eskemmoù prenañ-gwerzhañ a reer anezho ar c'henwerzh. Komz a reer eus kenwerzh ar gwinizh ; komz a reer ivez eus kenwerzh-diabarzh ha kenwerzh-diavaez ur vro, hervez ma seller ouzh an eskemmoù graet gant tud pe kevredadoù ar vro se etrezo, pe etre kevreadoù ar vro-se ha kevredadoù ar broioù all.
Emañ ar c'henwerzh e dalc'h daou ezhomm : an ezhomm-gwerzhañ (ur wech eostet e winizh, e rank ar gounideg o gwerzhañ), an ezhomm-prenañ, pe, evel ma lavarer c'hoazh, ar c'hinnig hag ar goulenn. An daou ezhomm-se, o c'hoari an eil a-dal d'egile, an eil war egile, a reer anezho an nevid. Komz a reer eus nevid ar gwinizh, nevid ar gloan, h.a. Komz a reer ivez eus nevid ur vro, eleze kement kinnig ha goulenn a zeu a-berzh kenderc'herion ha bevezerion ar vro-se.
An armerzh enta zo anezhañ kement a sell ouzh kenderc'hañ, dasparzhañ, beveziñ ar madoù. Evit reiñ un termenadur eeunoc'h : armerzh ur vro zo an doare ma tenn ar vro-se he mad eus he finvidigezhioù.
Studi skiantel an armerzh, gouezoniezh an armerzh, a reer armerzhouriezh anezhi. An armerzhouriezh zo ur studi, hogen ivez un ober : ouzhpenn studiañ doareoù an armerzh evel m'emaint, e studi ivez an doareoù d'o gwellaat ha pleustriñ a ra d'o gwellaat war an dachenn.
An den a studi an armerzh, a ra war-dro armerzhouriezh, a reer un armerzhour anezhañ.
Pep gouezoniezh a studi tuioù 'zo eus an traoù ; da skouer, an armerzhouriezh a studi buhez an dud, ar broioù, en he c'heñver gant ar madoù, ar pinvidigezhioù. An tuioù gwiriadus eus an traoù studiet a reer anezho devoudoù. Da skouer, kresk ar c'henderc'h tredan a c'haller gwiriañ en holl vroioù ar bed, zo un devoud armerzhel eus hon amzer ; ar perzh bras en deus ar c'henwerzh en armerzh an Izelvroioù zo ivez un devoud studiet gant an armerzhourion.
Er yezh voutin, diresis, e vez graet gant un nebeut gerioù all evit menegiñ an armerzh : « espernouriezh », « arboellerezh », « ekonomiezh », h.a. Ar yezh resis, evel just, ne c'hell ket degemerout ar gerioù-se, da nebeutañ o reiñ dezho an hevelep ster. Arboellañ zo lakaat arc'hant, madoù, h.a., a-gostez e sell eus an dazoned. An arboelladoù eo ar pezh a lakaer a-gostez evel-se. An espern a vez graet ivez eus an arc'hant arboellet.
Liesskrivet gant ar gelaouenn