Daou c'hant vloaz 'zo, al lun 29 kerzu 1766, e tistage an dug d'Aiguillon ur brezegenn hir a-walc'h dirak Stadoù Breizh bodet e sal vras ar Gordellidi e Roazhon. Dremmoù ar Vrezhoned a oa ouzh e selaou a chomas evelato yen ha difiñv a-grenn. An aotrou de Robien, Merour ar Stadoù, en enep, a dennas ouzh e du asant an holl, pa zamvenegas en e respont temz-spered Breizhiz ha diaesterioù ar vro. Adalek an deiz war-lerc'h avat e krogas er Stadoù un emgann taer, pennek, entanet gant an holl zroukrañsoù a oa o c'hoiñ abaoe pellamzer.
Tremenet e oa daou vloaz abaoe m'en doa an dug d'Aiguillon klozet Stadoù Breizh e 1765. Ha pebezh darvoudoù rouestlet e-pad an daou vloavezh-se ! Ar vro a oa war var d'en em sevel, gant Breujoù Breizh dispennet, ar barnerezh goursezet, ar brokulored-veur lakaet klask warno, un niver bras a Vrezhoned en toull-bac'h pe harluet. E-touez an harluidi e oa Ar Chalotez e-unan, dalc'het evit ar mare e Saintes, nepell diouzh Bordeaux, goude ur prosez politikel heuliet gant Europa a-bezh. Koulskoude ne oa aze nemet unan eus an emgannoù renet gant Breizhiz ouzh galloud Bro-C'hall a-hed an tri c'hantved ma padas Breizh emren.
Evit kompren an darvoudoù-se eo mat kounaat emgav ar vro er mare-se : abaoe he stagidigezh ouzh Bro-C'hall e oa enket Breizh en un degouezh digempouez a-grenn. Diouzh un tu ur vro vihan ha pinvidik, gant Stadoù a zivize e kendalc'hioù reoliek kement tra a selle ouzh kenvad holl renkadoù ar vroad, hervez ul lezennadur anvet « Ar C'hustum Kozh-Meurbet ». Kement hini a oa e karg e Breizh a oa dalc'het gant al lezennoù-se, an duged da gentañ. Diouzh un tu all ur vro vras broudet gant he spered brezelgar o kreskiñ. Galloud ar Roue er vro-se a oa diharz ha ne c'houzañve na bevenn na dizarbenn ebet e nep keñver. Ne oa rediet zoken da zegemerout nep evezhiadenn. Kefioù rouantelezh Frañs a oa atav goullo, koufonet ma veze an arc'hant er gouelioù pe e brezelioù drastus. Pep tra er veradurezh a oa tro-ha-tro diouzh « plijadur vat » pe gounnar ar Roue. Ar gouarnamant gall en doa ezhomm da gemer arc'hant e-lec'h ma oa. E bal a voe neuze krennañ par ma c'hellas war wirioù hag ensavadurioù Breizh. Diazezoù ar vroad-mañ, ha zoken Feur-Emglev 1532 a oa evit tud ar Roue dreistgwirioù. Ar Vrezhoned a responte evel-just e oant gwirioù-diazez na c'hell ket ur vro o nac'h. Hogen, diskaret e oa bet an nerzh broadel abaoe gwallzisoc'h Sant-Albin-an-Hiliber. Ne c'helle ken ar Vrezhoned enebiñ ouzh c'hoantoù ar C'hallaoued nemet mouezh ar gwir pe ar gwirioù. E-pad tri c'hantved eta o deus renet Stadoù Breizh un emgann lezennel pennek, o tifenn kammed goude kammed gwirioù ar vro, oc'h adkemer bep tro ma kavent tu ar pezh a veze tennet diganto dre nerzh. Stourm Ar Chalotez hag ar Breujoù a zeue warlerc'h emsavadegoù a bep seurt : Ar Re-Unanet, Ar Bonedoù Ruz hag An Unvaniezh evit Difenn Frankiz Breizh ar re vrudetañ anezho.
An enebiezh etre Ar Chalotez hag an dug d'Aiguillon, pell diouzh bezañ un enebiezh personel hepken, evel ma 'z eus bet klasket diskouez a-wechoù, a oa dreist holl un eneberezh politikel awenet gant daou zoare disheñvel da welout ar c'hudennoù. Pa zegouezhas an dug d'Aiguillon e Breizh e 1753 e voe degemeret gant kalz a zoujañs ha buan e c'hounezas grad-vat an dud. Pa guitaas ar vro avat, e 1768 ; e voe dindan droukrañs ha kasoni an holl Vrezhoned. An 21 a viz Du 1763 e voe embannet e Bro-C'hall un Diskleriadur Roueel evit klask koazhañ dle ar Stad. An diskleriadur-se a voe marilhet ha degemeret mat a-walc'h gant parlamantoù rannvroel Bro-C'hall. En aner avat e klaskas ministr Bro-C'hall, Choiseul, lakaat marilhañ an diskleriadur gant Breujoù Breizh. Goude tabutoù niverus en em gaver e Mezheven 1764 hag an taosoù nevez n'int ket degemeret muioc'h a-se gant ar Vrezhoned. Ar 16 Mezheven 1764 ez eo galvet kadoriad ar Breujoù, tri c'huzulier hag ar prokulor-meur davet ar Roue e Versailles « evit klevout pezh a deurvezo ar Roue reiñ dezho da c'houzout a-zivout Diskleriadur an 21 Du 1763 hag e varilhadur ». An 9 Gouere e voent degemeret da gentañ gant kargidi uhel evit klevout komzoù trenk a-walc'h. War-dro kreisteiz e teurvezas ar Roue o gwelout kent mont da chaseal. Goude bezañ gourc'hemennet dezho marilhañ e ziskleriadur eus an 21 Du tremenet en em droas etrezek Ar Chalotez evit e c'hourdrouz dichek : « En em renit gant muioc'h a boell, me henn lavar deoc'h, pe e vo kerse ganeoc'h ! » Ar Vrezhoned ne oant ket boas ouzh seurt lavaroù. Darn eus ar gannaded a voe glac'haret, darn all a voe fuloret, met Breujoù Breizh goude klevout o danevelloù na blegjont e nep keñver. Holl izili ar Breujoù a 'n em savas adal neuze a-enep d'an dug d'Aiguillon hag an 26 Eost e tegemeras Loeiz XV ur bodad kefrediet nevez diouzh o ferzh. Dileuridi ar Breujoù a zisplegas war o hed dirak ar Roue an holl damalloù graet enep mererezh ar C'homandant e Breizh.
An diaesterioù a badas evel-se betek miz here. Tamm ha tamm e teuas Stadoù Breizh ivez da gemer savboent ar Breujoù ken e tamallas an dug d'Aiguillon da Ar Chalotez bezañ itriket un emglev enep dezhañ. An deiz kentañ a viz here 1764 e tigore Kendalc'h Stadoù Breizh e Naoned. Daoust da holl c'hourdrouzoù komiserion ar Roue e padas ar Stadoù-se c'hwec'h miz hep na voe tu d'en em glevout, daoust d'ar prof a 700 000 lur votet an 22 C'hwevrer 1765. Derc'hent klozidigezh ar Stadoù, an 31 Meurzh, e roas an dug d'Aiguillon dezho da anavezout un urzh a-berzh ar Roue e-ser an tailhoù da rastellat e Breizh. Klozet e voe ar Stadoù ar lañ Ebrel 1765 goude bezañ lakaet sinañ ur wech ouzhpenn a-gevret gant kefrediaded gouarnamant ar Roue ne vefe savet tailh ebet e Breizh hep asant ha kontrollerezh ar Stadoù.
Setu penaos e teue Breizh a-benn da wareziñ hec'h armerzh ha da ziwall he foblañs diouzh an taosoù re huel a gouezhe war rannvroioù Bro-C'hall. Tamm ha tamm e komprenas an dug d'Aiguillon ivez ne vefe tu ebet da ren Breizh evel rannvroioù Bro-C'hall anez diskar ar Breujoù ha da gentañ ar prokulor-meur, Ar Chalotez e-unan. Adalek derou miz Du 1765 e oa e-leizh a soudarded tro-dro da Roazhon. Den evit gwir ne ouie resis perak, met e-kreiz an nozvezh eus an 10 d'an 11 Du e voe komprenet : da un eur diouzh ar beure e voe gronnet gant dragoned tiez-annez ar brokulored-veur ha tri c'huzulier eus Breujoù Breizh. Buan e lammas ar soudarded en tiez, gant o baionetez war o fuzulhioù. Ar Chalotez a zo dihunet trumm ha gourc'hemennet dezhañ mont da heul ar soudarded. Nac'het eo outañ skrivañ ; goulenn a ra gwelout an urzhioù-herzel, pe gouzout an abegoù : pep goulenn zo nac'het. Sammet eo neuze Ar Chalotez gant ar soudarded hep bezañ gellet lavarout zoken kenavo d'e wreg pe d'e vugale. Daou noter roueel a zegouezh raktal evit studiañ ar paperoù ha lakaat ar silloù war an arrebeuri hag an dorioù. E ti pennañ difennourion ar gwir e Breizh e c'hoarvez damheñvel en noz-se. Diouzhtu eo kaset Ar Chalotez etrezek Montroulez, hep gellout diskuizhañ e nep lec'h. Ac'hane eo kaset gant ur vag teir lev er mor, e kastell an Tarv. Kriz-kenan e vo ar vac'hidigezh er c'hreñvlec'h-se en abeg d'ar savadur moarvat, met c'hoazh dre rustoni gouarnour an toull-bac'h e-unan. N'hellomp ket heuliañ holl drubulhioù Ar Chalotez : a-walc'h eo gouzout ne voe espernet heskin ebet dezhañ a-hed mizioù hir ma chomas e kastell an Tarv ha goude e Sant-Malo.
Ur wech dibennet ar stourm e Breizh e klaskas an dug d'Aiguillon adkempenn ar Breujoù en ur virout hepken an dud a lezenn sentusoc'h outañ eget ouzh gwirioù Breizh. Met ne oa ket a-walc'h. Digoret e voe e Genver 1766 ur prosez hir ha luziet evit klask diskar brud vat ar prokulor-meur. Ur prosez leun a zarvoudoù souezhus, gant danevell-skridoù dizanv skigret a bep tu, aferioù polis kuzh gant barbouzed an amzer, tamalloù diwir, enklaskoù ha gourdrouzoù a bep seurt a-berzh kargidi ar Roue e Breizh. Ken diaes e voe d'ar re-mañ en em dennañ diouzh an afer ma tivodas a-benn ar fin Loeiz XV al lezvarn a-ziforc'h : difennet a-grenn e voe komz hiroc'h diwar-benn an aferioù-se, hag Ar Chalotez a voe kaset d'an harlu betek Saintes e-kichen Bordeaux.
Ar Stadoù a zigoras an 29 Kerzu 1766 a voe e-touez ar re drubuilhusañ e istor Breizh. Padout a rejont betek miz Mae 1767 hep ne teuas a-benn an dug d'Aiguillon da rediañ ar Vrezhoned da votiñ pezh a c'houlenne. Nac'h a rejont pep tra keit na vefe ket roet tu dezho da c'hervel da zic'haou dirak ar Roue e-unan ha prometet distro ar Breujoù da Roazhon.
Un deiz e teuas tro an dug d'Aiguillon da goll grad vat Choiseul. Ar 17 Meurzh 1770 e kollas e garg a Gomandant e Breizh ha raktal e voe digoret ivez ur prosez enep dezhañ. Goude bloavezhioù hir e c'hellas prosez Ar Chalotez bezañ adwelet. Didammalet a-grenn a voe prokulor-meur Breizh ha roet ar frankiz dezhañ. Distreiñ a reas evit kemer un nebeut diskuizh betek kastell Keranrouz a-us da ster Montroulez. Dirak ar c'hastell-se e oa tremenet dek vloaz bennak en araok er vag hen kase etrezek e doull-bac'h kentañ e kastell an Tarv. Dambrest goude e voe adroet e garg da Ar Chalotez hag ar meurzh 13 Kerzu 1774, da 7 eur abardaez e voe degemeret e kêr Roazhon. Un degemer marzhus a-berzh un engroez diniver a Roazhoniz. Ouzhpenn daou c'hant studier war ar gwir a gerzhe dirazañ war varc'h. Daou warn-ugent karroñs ha daouzek prokulor-meur hen ambrouge. Ar c'hanolioù a denne, an tanioù-artifis a darzhe a bep tu ; er straedoù sklerijennet ha war ar plasennoù e korollas an dud a-hed an noz ha zoken diwezhat an deiz war-lerc'h. Degouezhet el lezvarn e tistagas Ar Chalotez komzoù a beoc'h hag a unvaniezh evit an holl, o c'hervel pep hini da adkemer e labour evit mad ar vro.
Hogen ar Breujoù a oa bet « dizenoret dirak Europa a-bezh » evel ma lavarent. Ar 15 Kerzu avat e voe degemeret d'o zro an holl lezvarnourion harluet a-gevret gant Ar Chalotez hag adlakaet en o c'hargoù a-ziagent.
Setu un diverrañ eus ar stourm renet gant Ar Chalotez ha Breujoù Breizh ouzh mac'homerezh Bro-C'hall. Mat eo bremañ disoc'hañ d'un nebeut evezhiadennoù war an afer trubuilhus-se.
Da gentañ e vir Stourm Ar Chalotez hag ar Breujoù un dalvoudegezh vras e-keñver studi an istor evit enaouiñ ar spered broadel e-touez ar re yaouank hag ar studierion. Danvez danevelloù istorel pe filmoù a bep seurt a gaver c'hoazh en afer-se a zo kalz pinvidikoc'h a zarvoudoù eget faltazi ar skrivagnerion a gavo aze ur vengleuz prizius da gorvoiñ. En hon amzer ivez e ren Breizhiz ur stourm damheñvel, dreist-holl gant ar strolladoù a ra ar muiañ a drouz evit ar mare e Breizh, hogen ret eo barn ar politikerezh-se ha kompren perak o deus c'hwitet ar Vrezhoned e dibenn an 18-vet kantved, dres evel ma c'hwitont er mare-mañ.
Sur-mat e vage Ar Chalotez ur garantez don evit e vro, ha dre studiañ kudennoù ar mererezh hag an armerzh e wele bemdez pebezh reuz a rae doareoù-gouarn ar C'hallaoued. Hogen, awenet e oa gant spered ar filosofed c'hall a grede e oa talvoudus adkempenn ar gouarnerezh e Paris evit mad Bro-C'hall. Da heul an dud-se e krede ivez Ar Chalotez ha dre vras ar renkadoù uhel e Breizh e ve gwellaet un dra bennak er vro-mañ da heul kemmidigezh gouarnerezh ar C'hallaoued. Padal, ar c'hontrol eo a c'hoarvezo, rak ar mennozioù evel an intrudu a zeuio a-benn ar fin eus Paris hag a roio an trec'h da dud an dispac'h gall. Stummidigezh meizel renerion Breizh a oa e galleg, ha divarrek int bet da verañ ar c'hudennoù don he doa ar vro da ziskoulmañ. N'int ket bet gouest da skouer da vuzuliañ d'ar c'houlz-se talvoudegezh ur yezh evel ar brezhoneg evit unvaniñ ar speredoù er vro ha diorren un uhelvennad nevez dieub diouzh ar preder estren.
Stourm ar Breujoù e Breizh a chome pell a-walc'h evelkent diouzh buhez pemdeziek ar renkadoù izelañ eus pobl Vreizh. Tud ar werin dre vras a chome diseblant a-walc'h peogwir ne gomprenent ket pegen stag e oa o interestoù ouzh re ar renkadoù uhel. A-hend-all e vezent miret pell d'ar c'houlz-se diouzh ar c'hudennoù politikel. Bremañ emañ kentoc'h ar c'hiz da reiñ da grediñ d'an dud e kemeront ur perzh bras er vuhez politikel, met ne oa ket kont evel-se d'ar mare. Ne oa ket unvan ar Vrezhoned peogwir e oa ivez mennozioù an dispac'h gall oc'h ober dija o reuz e-touez ar vourc'hizion gallekaet dre hanterouriezh ar c'hambroù-lenn da skouer ha kazetennoù a bep neuz met hogos holl awenet ivez gant ar preder gall.
Met ret eo mont pelloc'h : Al lezennourion e Breizh a glaske mirout divizoù Feur-Emglev 1532 daoust da enebiezh kargidi ar Roue tuet a-bell zo d'e sellout evel ur skrid didalvoudekaet. Pa soñjer mat ez eo dibœll klask reiñ d'an emglev-se muioc'h a dalvoudegezh eget na roe dezhañ ar C'hallaoued o-unan, peogwir eo war atiz ar re-mañ e oa bet sinet goude holl. Peogwir o deus atav ar C'hallaoued dianavezet ar Feur-Emglev-se o doa ar Vrezhoned da blediñ raktal gant ur goudor politikel all evit o bro. Ne dleent e nep keñver chom hep intrudu dirak tonkad Breizh. Hogen kement-se n'eo ket bet meizet gant Ar Chalotez hag e genseurted ha n'o deus morse kredet lakaat en arvar beli ar Roue war o bro. Marteze e oa diaes d'ar mare-se, met dlead kentañ Breizh a zo seveniñ he zonkad, plijet pe get da Vro-C'hall. Evit-se e oa ret krediñ he doa Breizh un dazont bennak. Evit kalz tud e oa Breizh ur vleunienn gaer degaset eus an amzer dremenet, ur broviñs a binvidikae kurunenn Vro-C'hall, met tamm ebet un unded broadel da ziorren gant Bro-C'hall a-hervez pe hepti diouzh ret. O vezañ ma n'o doa ket Ar Chalotez hag e genstourmerion dremmet ouzh an degouezh ar gwashañ ma vefe ret da Vreizh en em zibab ha diogeliñ he dazont hep skoazell ar C'hallaoued, ez int chomet divennoz dirak gwallenkadenn o bro.
Setu perak evit disoc'hañ d'an trec'h e prient bremañ an emsav ur gelennadurezh politikel klok gouest da sammañ holl gudennoù ar vro hag enkadennoù an holl renkadoù eus ar gevredigezh vrezhon.