Abaoe diwezh an eil brezel bed ez eo gwan eston al luskadoù politikel e Breizh. Strollad politikel brezhon ebet n'eo deuet a-benn da ziazezañ ur gelennadurezh na da ren un ober efedus. Evit ar strolladoù gall, ez eont en-dro e-kreiz digasted ar boblañs ha n'o deus pouez ebet war emdroadur buhez ar vro. Kement diviz a-bouez o tennañ d'an armerzh, d'ar gevredigezh pe d'ar politikerezh-Stad a vez diferet e Paris. Ne chom gant Breizhiz nemet plegañ d'ober.
Evit meur a abeg evelato ez eo gwellaet kalz an emgav politikel abaoe un nebeut bloavezhioù. Ar boblañs dre vras a oar bremañ emañ ar vro en argoll. Trouz ar sindikadoù kouerion ha micherourion, difreterezh ar C.E.L. I.B., an taolioù-fourgas c'hoarvezet en hogos holl gêrioù Breizh a ziskouez emañ dud e pep lec'h o verzhout grevusted an enkadenn vrezhon. Studiadennoù PHLIPPONNEAU hag ar C.E.L.I.B. o deus lakaet sifroù war an enkadenn, ha sklaer eo : mar dalc'h da vont an emdroadur armerzhel a-vremañ, ez eo barnet Breizh da vezañ didudet a-grenn ha n'eo ket divroadelet hepken. Daoust ma vir al levierezh gall na ve brudet ar studiennoù-se, ez int tamm ha tamm anavezet hag e kresk o levezon war ar boblañs. Evit ar wezh kentañ en o istor kempredel e nac'h ar Vrezhoned divroañ.
Fazi e ve avat krediñ emañ Breizhiz e par an emsevel. Ar sindikadoù, ar C.E.L.I.B. ned eont ket pelloc'h eget gwelout en enkadenn Vreizh diaesterioù armerzhel ha kevredigezhel ; emaint c'hoazh o krediñ e vo a-walc'h gant un taol kempenn a-berzh gouarnamant Paris evit lakaat an traoù war o zu mat en-dro. Dibaot kenañ eo c'hoazh ar Vrezhoned a wel er gudenn vrezhon estreget ur gudenn armerzhel rik, da vezañ diskoulmet hep direnkañ un disterañ ar framm politikel a zalc'h o bro. Rouez eus ar rouesañ ar re a veiz Breizh evel un nerzh politikel a-dal d'an nerzh politikel all diazezet e Paris, hag a ziawel ar c'hrogad etrezo. Mar lakaer eo kantkementet dindan ugent vloaz niver an dud prederiet gant kudennoù Breizh, sur eo n'eus ket ouzhpenn unan diwar mil oc'h ober eus ar c'hudennoù-se kudennoù politikel. An 999 all zo c'hoazh o patouilhañ er geun armerzhelour1.
Kefridi gentañ an emsav zo enta diskouez kudennoù Breizh gant o liv gwirion, da lavarout eo al liv politikel ; reiñ d'ar bobl vrezhon un anaoudegezh reizh anezhi hec'h-unan, eus he gwirioù istorel ha politikel, eus he dleadoù istorel ha politikel. Preder bras ar gouarnamant gall e Breizh abaoe daou c'hant vloaz zo bet dibolitikaat buhez ar vro, mougañ kement nerzh politikel, dizarmañ kement danvez galloud gouest da gevezañ ouzh ar galloud gall. Al luskadoù armerzhelour zo, na mui na maes, al luskadoù en deus ezhomm ar gouarnamant gall : dibolitikel e fell dezho menel, sunañ a reont nerzhoù a c'hallfe mont a-hend-all d'ober luskadoù politikel, hag ouzhpenn-se e strivont da zerc'hel en e blom armerzh ur « rannvro » talvoudus d'an armerzh gall. Dlead kentañ an emsav zo enta politikaat holl gudennoù ar vro ; enebiñ gant nerzh ouzh kement luskad a glask mirout pobl Vreizh e-barzh mougev ar morvitellerezh politikel.
Pelec'h emañ al luskadoù-se a zalc'h ar Vrezhoned e-maez a bep politikerezh ? Ar re noazusañ, kresket evel kebell-touseg flaerius war leur ar vougev, zo hep mar ar strolladoù Brezhoned bodet dindan ur skritell vrezhon ha n'int ket bet gouest goude ugent vloaz da dermenañ ur gelennadurezh, da sevel ur program na da ren un obererezh a nep seurt ; o mennadoù armerzhel ha kevredigezhel koumoulek, dezho dassonioù politikel dibal, zo deuet a-benn da douellañ un darn eus yaouankiz ar vro, a yae dezho « peogwir ne oa netra a-hend-all » ; ha paveen abeg hepken d'an diheñcherezh-se e rankomp o diskouez evel noazus. Ken noazus-all eo ar c'hostezennoù gall a zeu da duta e Breizh evel ma tutaent en Aljeria betek ma voent skubet gant an dispac'h. Klask a reont tennañ o mad eus enkadenn Vreizh er mare-mañ ha se e sell d'ur politikerezh a-enep de GAULLE hepmuiken. An tu dehou gall a ra van da grediñ en ur rannvroelouriezh eus a-raok 1789. Ar gomunourion c'hall a glask kenkizañ ha heñchañ al luskadoù distumm a zo o tiwanañ e Breizh. Tra heverk, e hañval ar gomunourion c'hall doujañ al luskadoù armerzhelour brezhon ; pellaat a reont, dre heg, bruderion ar M.O.B. diouzh an displegadegoù sindikadel aozet a-benn embann klemmoù ar Vrezhoned : kement-se zo bet gwiriet e Gwengamp warlene ha nevez'zo e Roazhon. Bep tro e reont faskourion eus izili ar M.O.B. ha zoken eus izili an U.D.B. C'hoarzhus eo seurt tamall, pa ouezer pebezh dienez a vennozioù, faskour pe all, a gaver er M.O.B., pa ouezer ivez e klask an U.D.B. bale dorn-ouzh-dorn gant strolladoù gall an tu kleiz. An emzalc'h-se a-berzh ar gomunourion c'hall zo arouezius-kenan eus an doare ma veizont Breizh. Talvezout a ra ar boan da vezañ notet, rak eus an holl luskadoù o treuziñ ar vro ez eo ar gomunourion a'n em gavo un deiz a-dal d'an emsav brezhon. Lu eo soñjal e c'hallfe ar Strollad Komunour Gall bezañ gounezet da geal ar Stad Vrezhon ; mat e vo lakaat ar gomunourion vrezhon da brederian war an istor, istor o bro, istor o strollad, istor o strollad e-pad Dispac'h Aljeria pergen, evit ma c'hallint ober an dibaboù ret kent na vo re ziwezhat evito.
Stad politikel Breizh e diwezh 1966 a c'hell enta bezañ termenet evel-henn : ur boblañs dibolitikaet en he fezh war-bouez un nebeudig ; ar sternioù gall, dornadig tud dibabet aketus, ar re a zalc'h ar vro e gwirionez, tudennoù divzremm, gourfolitikaet kostez Frañs, dibolitikel evit ur gwel kostez Breizh ; un dornadig Brezhoned o tifretañ en un armerzholouriezh dic'halloud, pe vodet er strolladoù politikel gall hag o ren enno ur marmouzerezh politikel hepmuiken, o vezañ ma talvez o labour er strolladoù-se da ziraez palioù n'o deus netra da welout gant Breizh. An emsav en diwezh, bihan e niver, a zo gantañ holl c'hoanag pobl Vreizh ; an emsav a zo e gefridi politikaat pobl Vreizh, reiñ dezhi ar c'hoant da ren he buhez-pobl evel m'he deus ar gwir hag an dlead d'henn ober.
- ↑ Armerzhelour eo an hini na oar gwelout kudennoù ar vro nemet evel kudennoù armerzhel.