Deuet eo poent lakaat da dalvezout ar sturiennoù a zo bet diazezet gant an Emsav, dreist-holl abaoe ar brezel diwezhañ. Aet eo an Emsav dreist da ziv bazenn a ranked tizhout a-barzh kregiñ gant ur pennad hent nevez. Da gentañ eo bet unvanet ar yezh. D'an eil, treset eo an hent a gas d'ar pal nesañ a rank Breizh diraez koustet a gousto : ar Stad Vrezhon.

Ar gelaouenn-mañ zo enta hini al labourerion o deus staget a-zevri da sevel ar Stad Vrezhon. Ur gelaouenn bolitikel eo, ha war un dro ar benveg da stummañ ar re a sammo ar c'hargoù ponner a fizio enno pobl Vreizh war hent hec'h adsav.