• Auteur : Gab CHEREL
  • Le livre : 2024, 165 p.
  • Téléchargement gratuit : ar_rakgerioù.pdf

Ar studiadenn-mañ a voe skrivet gant Gab Cherel e-tro 2013 ha talvezout a ra ar boan he lakaat war load PREDER, “gwellaet” un tammig an erouezadur anezhi, a gav dimp da nebeutañ, gant an amboaz aesaat al lenn. Kavet e vo atersoù a-berzh Gab1 ha poent eo reiñ respontoù dezho, tri bloaz zo aet hebiou abaoe ma ’z eo aet da anaon d’ar pevar Eost 2021.

Dav lavarout un dra bennak da gentañ. Ar rakgerioù n’int ket sonnet ha d’ar muiañ e c’haller diverzhout enno durc’hadurioù ster. Skoemp eo neuze ober ur roll anezho gant despizadurioù ne varietur. Ar renabl savet gant Gab Cherel a denn d’ar c’hemmadurioù derenet gant ar rakgerioù, a-benn o stabilaat en erdu an imbourc’herion hag ar yezherion, dre vras.

Evit a sell ar brezhoneg kempred eo mall sevel un nebeut binvioù dave a dalvezo da ziazezañ diorreidigezh ar yezh er bloavezhioù a zeu, ha kement-se war an holl dachennoù. E gerioù all : ober eus ar brezhoneg ur wir yezh a sevenadur, eleze gouest da ziraez al lavar planedennel, ha muioc’h c’hoazh da ginnig d’ar bed frouezh al labour sevenet drezañ. Kement-se a verko distro hon bro d’an istor.