- Le livre : 2023, 289 p.
- Téléchargement gratuit : KIS-1282 - KIS-1354
Dastum ar maladoù eskemmet e-doug ar bloavezh 2013, o frientiñ evit ma vent keweriadus dre LATEX zo bet un dra deurus ha spouronus meurbet. Ne c'haller nemet bezañ sebezet gant al labour kaset da benn, ha mantret ivez o welout ar blegenn diaes m'emaomp. A dra sur eo pouezus kenderc'hel gant steudad al Lavaroù, hogen pelec'h emañ al labour krouiñ er mare-mañ ? Evit gwir ez eo aet ar stal da stalig hag ar stalig a yelo da gorrstalig… Avel an awen he deus c'hwezhet e-pad ur frapadig ha goude eo deuet ar c'halm chok.
Ha deuet e vije a-benn ar galloud da neptuiñ an emsav ? Ne gomzan ket eus al luskadoù broadelour oc'h arc'hañ krouidigezh ur Stad vrezhon, nag eus an holl veteier oc'h ober gant pep a vrezhoneg palevarzh, hogen fellout a ra din menegiñ ar grouerion, o kenderc'hel da regiñ vol an dour dirazo. Hep ar re-se e kouezher er merañ, er melestrañ, pezh a ra gopridi ar Stad, ha dre se asantiñ da neptuiñ nep arvar evit ar C'hwec'hkogn.
E 2013, den ne ouie an dazont, met bremañ 9 bloaz war-lerc'h e stadomp ar blegenn m'emaomp. Ha rakweladus e oa an darvoudoù da neuze ? Un dra zo splann evidon : “Ur meuriad hep kadourion, n'eus ket anezhañ”. Dedennet on bet gant eskemmoù etre GE hag an Ao** (p. 24), ha gant an dave graet gant GE da La-14 32 (KIS-700 – Prederiadennoù ar razarc'h). Ar barzh, ar c'hrouer, an nidiad, n'en defe kont ebet da reiñ da zen ? Dreist pe en tu all da nep divezouriezh ? Perak seurt brientoù ? Hañval ganin, avat, ez eo un ezel eus ur gevredigezh, gant he frammoù politikel, he nerzhoù lu, he folis hag an holl aozadurioù a ra ma c'hell an kez kevredigezh bevañ “didrubuilh”, hag an nidiad enni o ren ur vuhez kompez pe gompesoc'h. Prest on da anzav “brientoù” d'ar c'hrouer, d'an hini a ra ma c'hell ur gevredigezh tud chom bev. Hogen, ma n'eus kadour ebet da zifenn seurt saviad krouiñ, da betra e c'hell talvezout ? An nit evit an nit, evel ma 'z eus an arz evit an arz ?
An Ao** a lavar : “N'eus ken nemet sellout penaos e tremen an traoù e Bro-Euskadi da verzhout ar pezh o deus gounezet hep bezañ goulennet digarez na trugarez”. Diouzh a stadan, ne lavar GE mann war an divoud. Evel pa vije an nidiad — un hinienn — o plavañ en un oabl digoumoul ha c'hoao, pell diouzh ar voull bri m'emaomp o patouilhat. O tistreiñ d'ar bobl, petra en deus Roparz Hemon diskouezet : ne oa ket niverus an dud prest d'e heuliañ en avantur. Ha “re abred oa ”, tra ken ? Evidon me a soñj e oa “saviad kenderc'hañ” Roparz Hemon ha Gwalarn a-ispilh a-us d'ar goullo. Mar beze gallus seurt krouiñ e oa bennozh d'un doare trec'houllo bezant er gevredigezh vloc'hel. N'o doa framm ebet d'o difenn. Ur burzhud eo ar yezh arnevez krouet tamm ha tamm, hogen emañ atav a-us d'an islonk, en arvar da vont da get dre ur meni uzadur eus an amzer, hag ivez dre labour distrujañ renet gant mevelion ar galloud, a zo eñ frammet mat gant nerzhoù lu ha polis.
Gwelet hon eus, da geñver afer “kleñved ar c'horonaviruz 2019” — Sz. coronavirus disease → Covid-19 —, penaos e c'hell ur galloud lakaat ur gevredigezh en he fezh (pezh zo c'hoarvezet a-ser er bed a-bezh) dindan gazelge, diwar-bouez lies araez : an aon rak ar marv, ar Mediaoù , an nerzhoù polis, evit menegiñ un nebeudad hepken. Hag an dud o deus heuliet, betek diskouez bezañ lu penn da benn. Penaos sevel ur gevredigezh vrezhoneger e seurt amveziadoù ? Pelec'h emañ hon nerzhoù evit herzel ?
Neuze ? Neuze e kendalc'homp da vont war-raok, alabistr. Ni a gosha, avat… Ha padal, kalz a chom d'ober c'hoazh.