Gant LAVAR 24 e tegouezhomp e 2018. Ez eomp war-raok tamm ha tamm evit kinnig d'an holl frouezh hon eskemmoù ha disoc'h hon labour kendalc'hus. Mall eo tizhout ar prantad ma skrivan ar c'hentskrid-mañ, eleze kerzu 2024. Petra a rafemp a hent all ? Tra m'emañ ar bed en trubuilhoù spouronus, ne c'hellomp nemet treañ evit diazezañ war hon nerzhoù dimp-ni, a-benn diorren un dezevout piaouel, kuit a vezañ maoliet e froud ar moederezh e par ar bed.

Mar taolan ur sell en-dro din e welan ur boblañs dindan gazelge, ur c'hedveno molumet gant ar mediaoù trec'h, renet gant araez an aon rak a bep seurt arvarioù, gwerc'hel pe get. Pep hini a emgav dirak an darvoudoù en e unan, digenvezet… N'eo ket ar seurtanvet Mouvement breton a c'hell degas ur respont hag ur skoazell. Rak ne ra nemet treuzkas ar gealiadurezh “trec'h” er bihanañ kornig “breizhek”, ned eo nemet un astenn lec'hel eus ar galloud estren. Ne c'hellomp kaout perzh ebet war an darvoudoù, nerzh ebet da geinañ outañ.

Petra a c'hellomp ni ober ? Da gentañ kompren skod ar c'hoari. Ha krediñ e c'hell ar reizhiad degas ur wellaenn evel m'emañ zo un emdouell glez. Stourm enep ar brezhoneg kempred zo distrujañ nep chañs d'hon bro da zistreiñ en istor. Pal ar galloud estren zo hon c'houboulañ en ur c'horn, en anistor. Tra ma kendalc'homp da rendaelata a-zivout distagadur ar ger-mañ-ger, ar c'hemmadur-mañ-kemmadur, an deodyezh-mañ-teodyezh ha kant mibiliach eus ar seurt, ez uzomp hon nerzhoù evit ket ha netra.

Unan eus palioù PREDER eo diorren un dezevout riek hag evit mont war an tu-se ez eus un amplegad : kaout ur yezh e-tailh da vezañ araez an dezevout-se. Setu perak hon eus devredet lakaat war hon load an dafar diziouerus. Ne welan netra entanusoc'h evit ar Vrezhoned a venn bevañ evel Brezhoned, er bed evel m'emañ zoken.

Bresk eo an emsav avat. Dister eo e saviad kenderc'hañ, hep diaz armerzhel. Betek bremañ en deus gallet emziorren alabistr e trec'houllo ar gevredigezh veziat, ha kement-se adalek an deroù. Keit ha ma ne vo ket barrek hon emsav da reiñ peadra da vevañ d'an emsaverion, e vo neptuet ul lod vras anezho gant arc'hant an estren. Anat eo ne c'hell ket Breizh hag he yezh bleuñviñ dindan ur veli estren.

Yann-Baol An Noalleg